Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 5:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Eno e oa gourvezet eun niver braz a dud klanv, tud dall, tud kam ha tud paralizet a oa o c’hortoz ma vije mesket an dour.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, a c’hortoze keflusk an dour,

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:3
12 Referencias Cruzadas  

Ha bandennou braz a dud a zeuaz d’hen kavout, o tigas ganthe re gam, re dall, re vud, re vac’haniet, ha kalz a glanvourien all, hag e lekejont anezhe e c’harz treid Jesus; hag hen ho iac’heaz.


Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall‐boan, hag ar re dalc’het gant an drouk‐spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic; hag hen a iac’hae anezhe.


Neuze, en eur respont, e lavaraz dezhe: It, ha lavarit da Ian kement hoc’h euz gwelet ha klevet: penaos ar re dall ho deuz ar gwelet, ar re gam a vale eün, an dud lor a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a zistro d’ar vuez, an aviel a zo prezeget d’ar beorien;


Hogen, en Jerusalem, tost da zor an Denved ez euz eul lenn, galvet en hebrach Bethesda, hag he doa pemp porched.


Rag eun eal a ziskenne, da eur poent a vije, ebarz al lenn, hag a veske an dour. Ar c’henta a iea ebarz pa vije bet mesket an dour, a vije eta pareet, n’euz fors gant pe seurt klenved e vije dalc’het.


Mes ma c’hesperomp ar pez na velomp ket, ez omp ouz he c’hortoz gant patianted.


Breudeur, gortozit eta gant patianted beteg donedigez an Aotrou. Setu an tiec a c’hortoz gant patianted ar frouez precius euz an douar, ken n’hen devezo bet glao euz ar c’henta hag euz an diveza sezon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos