La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 10:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Mes he‐man en em gavaz nec’het gant ar gomz‐se, hag ez eaz kuit gwall drist, rag madou braz hen doa.

Ver Capítulo

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Met, glac’haret gant ar c’homzoù-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en doa.

Ver Capítulo



Sant Marc 10:22
20 Referencias Cruzadas  

Hag an hini hen deuz recevet an had e‐touez ar spern, hennes eo an hini a zelaou ar ger; mes sourciou ar bed‐man ha tromplerez ar madou a voug ar ger, hag e teu da veza difrouez.


Mes, pa glevaz an den yaouank ar gomz‐se, ez eaz kuit gwall‐drist, rag madou braz hen doa.


Neuze Judas, pehini hen doa trahisset anezhan, o velet e oa condaonet, a zeuaz keuz dezhan hag a zigassaz an tregont pez arc’hant da brinsed ar veleien ha d’ar re Ancien, en eur lavaret:


Ha Jesus, o sellet outhan, hen karaz hag a lavaraz dezhan: Mankoud a ra d’id eun dra: Kea, gwerz kement ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien, hag ez pezo eun tenzor en env; neuze deuz, doug da groaz hag heul ac’hanoun.


Neuze Jesus, o sellet en dro dezhan, a lavaraz d’he ziskibien: Pegen dies eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue!


rag Herodes a zouje Ian, o c’houzoud e oa eun den just ha santel; respet hen doa evithan; ober a rea memeus meur a dra hervez he avizou, hag hen selaou a rea gant plijadur.


Hag ar roue a oe glac’haret braz; koulskoude, abalamour d’al le hen doa great ha d’ar re a oa azezet assambles ganthan, na fellaz ket dezhan refusi anezhi.


Neuze e lavaraz dezhe: Diwallit mad euz an avaristed; rag evit eun den da gaout kalz a vadou, n’hen deuz ket ar vuez dreizhe.


Mes hen, pa hen doe klevet kement‐se, a zeuaz da veza gwall drist; rag pinvidic braz e oa.


Rag an dristidigez a zo hervez Doue, a laka da zevel eur c’heuz a zilvidigez, euz a behini ne vez morse a geuz; eleac’h an dristidigez a zo hervez ar bed a zigas ar maro.


Rag anaoud a rit an dra‐man, penaos den lubric e‐bed, na den impur, na den avaricius, hag a zo ive eun idolatr, n’hen deuz lod en heritach euz a rouantelez ar C’hrist ha Doue.


rag Demas, o veza karet ar bed‐man, hen deuz va dilezet, hag a zo eat da Dessalokika, Crescens a zo eat en Galatia, ha Titus da Zalmatia.