Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Ha Jesus, o sellet outhan, hen karaz hag a lavaraz dezhan: Mankoud a ra d’id eun dra: Kea, gwerz kement ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien, hag ez pezo eun tenzor en env; neuze deuz, doug da groaz hag heul ac’hanoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon, o kemer ar groaz.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:21
29 Referencias Cruzadas  

Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeuio da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz, ha ra heulio ac’hanoun.


Jesus a lavaraz dezhan. Mar fell d’id beza parfet, kea, gwerz ar pez ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien; hag e pezo eun tenzor en env; neuze, deuz hag heul ac’hanoun.


Mes he‐man en em gavaz nec’het gant ar gomz‐se, hag ez eaz kuit gwall drist, rag madou braz hen doa.


Hag, o veza galvet ar bobl gant he ziskibien, e lavaraz dezhe: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeui da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz, ha ra heullio ac’hanoun.


mes eun dra hep‐ken a zo necesser; ha Mari he deuz choazet al loden vad, ha na vezo ket lammet diganthi.


Gwerzit ar pez hoc’h euz, ha roit‐han en aluzen; grit evidoc’h ialc’hou ha ne gossaont ket, dastumit eun tenzor en envou ha na vanko biken, euz a beleac’h ne dosta ket al laeron, hag en peleac’h ar preon ne ra droug e‐bed.


Ha me a lavar deoc’h: Gounezit mignoned gant ar madou injust, evit gallout, pa zigwezo deoc’h mervel, beza recevet ganthe en tabernaclou eternel.


Jesus, o klevet kement‐se, a lavaraz dezhan: Mankoud a ra d’id eun dra c’hoas; gwerz kement ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien, hag e pezo eun tenzor en env; ha neuze deuz, hag heuil ac’hanoun.


Ha pa oe en em gavet tost da gear, o velet anezhi, e commansaz da wela varnezhi, hag e lavaraz:


Hogen, lavaret a rea d’an holl: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeui da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz bemdez, ha ra heullio ac’hanoun.


Mar deu unan‐benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher; ha mar servich unan‐benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan.


An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun; afflictionou ho pezo er bed; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.


gwerza a rent ho zraou hag ho madou, hag e tistribuent anezhe d’an holl, hervez an ezom hen doa pep hini.


Hag evidoun‐me a zo contant braz da zispign, hag en em dispign a rin c’hoas va‐unan evit hoc’h eneou; ha pa vez red d’in seulvui ma karan ac’hanoc’h, beza karet seulvui neubeutoc’h ganeoc’h.


Hogen kement a fell dezhe beva hervez ar biete er C’hrist Jesus, a vezo persecutet.


Rag c’houi hoc’h euz ive ken‐c’houzanvet ganen em liammou, hag hoc’h euz anduret gant joa e vije lammet diganeoc’h ho madou, o c’houzoud penaos hoc’h euz en env gwelloc’h danvez, hag a zo padus.


Rag piou‐benag hen devezo miret al lezen pen‐da‐ben, mar deu da bec’hi var eur poent hep‐ken, a zeu da veza coupabl euz an holl.


Mes eun draic‐benag em euz en da enep, beza ec’h euz aze tud hag a heuil doctrin Balaam, pehini a zeske da Valak lakaad eun occasion a bec’hed dirag bugale Israel, evit lakaad anezhe da zebri traou sacrifiet d’an idolou, ha da gweza ebarz an impudicite.


Mes beza em euz eun draic‐benag en da enep: lezel a rez Jesabel, ar vreg‐se pehini a bretant beza profetez, da zond da gelen ha da drompla va zervicherien, evit ho lakaad da gweza en impurete, ha da zebri traou sacrifiet d’an idolou.


Mes me em euz kement‐man en da enep, dilezet ec’h euz da garantez kenta.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos