Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Neuze Jesus, o sellet en dro dezhan, a lavaraz d’he ziskibien: Pegen dies eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d’e ziskibien: Pegen diaes e vo d’ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:23
13 Referencias Cruzadas  

E gwirionez hen lavaran deoc’h, ma n’en em gonvertissit ket, ha ma ne deuit da veza henvel ouz bugale vihan, ne antreot ket en rouantelez an envou.


E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi.


Mes he‐man en em gavaz nec’het gant ar gomz‐se, hag ez eaz kuit gwall drist, rag madou braz hen doa.


Neuze, o sellet gant coler ouz ar re a oa en‐dro dezhan, glac’haret o velet pegen kaledet e oa ho c’halonou, e lavaraz d’an den‐ze: Astenn da zorn. Hag hen a astennaz anezhan, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile.


Hag e selle en dro dezhan, evit gwelet an hini hen doa great kement‐se.


Jesus, o velet e oa deuet gwall drist, a lavaraz: Na pegen diez eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue!


Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue.


Considerit, breudeur, penaos en ho touez‐c’houi, pere a zo bet galvet, n’euz ket kalz a dud fur hervez ar c’hig, na kalz a dud galloudec, na kalz a noblans.


Selaouit, va breudeur muia‐karet; ha n’hen deuz ket Doue choazet ar beorien euz ar bed‐man da veza pinvidic er feiz hag heritourien euz ar rouantelez hen deuz prometet d’ar re a gar anezhan?


Goazed ha merc’hed avoultr, ha na ouzoc’h‐hu ket penaos karantez ar bed a zo eur gassoni a‐enep Doue? Piou‐benag eta a fell dezhan beza mignon d’ar bed, en em laka da veza adversour da Zoue.


hag evel‐se an antre e rouantelez eternel hon Aotrou ha Salver Jesus‐Christ a vezo roet deoc’h gant largentez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos