Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:24 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Hag he ziskibien a oe souezet gant ar c’homzou‐ze. Mes Jesus, o komz outhe, a lavaraz: Va bugale, pegen dies eo d’ar re a laka ho fizians er madou antren en rouantelez Doue!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 An diskibien a voe souezhet eus ar c’homzoù-se. Met Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Bugale, pegen diaes eo d’ar re a laka o fiziañs er madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:24
28 Referencias Cruzadas  

He ziskibien, o veza klevet kement‐se, a oe souezet braz, hag e lavarent: Piou eta a hell beza salvet?


Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan?


Neuze Jesus, o sellet en dro dezhan, a lavaraz d’he ziskibien: Pegen dies eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue!


Ar Farizianed, pere a oa tud avarisius, a zelaoue kement‐se holl, hag a rea goab anezhan.


Va bugale vihan, evit eun neubeud amzer em oun c’hoas ganeoc’h; c’houi a glasko ac’hanoun, hag, evel ma em euz hen lavaret d’ar Judevien, hen lavaran deoc’h ive breman: Na hellit ket dond el leac’h ma’z an.


Jesus a lavaraz dezhe: Bugale ha n’hoc’h euz‐hu netra da zebri? Int a respontaz dezhan: Nann.


Kalz euz he ziskibien, o veza klevet anezhan, a lavaraz: Ar gomz‐se a zo kaled, piou a hell selaou anezhi?


Va bugaligou, evit pere e santan c’hoas ar poaniou a vez o c’henel bugale, ken a vezo formet ar C’hrist enoc’h;


Kemen d’ar re a zo pinvidic er bed‐man, na vezint ket ourgouillus, na lakaint ket ho fizians er pinvidigezou a heller da goll, mes en Doue beo, pehini a ro deomp en abondans pep tra da jouissa anezhe;


Va bugaligou, scriva a ran antraou‐man deoc’h, evit na bec’hot ket. Ha mar d’euz unan‐benag hag hen deuz pec’het, hon euz eun avocat dirag an Tad, Jesus‐Christ ar Just.


C’houi, bugaligou a zo euz a Zoue, hag hoc’h euz trec’het anezhe, rag an hini a zo enoc’h, a zo brassoc’h eged an hini a zo er bed.


Bugaligou, en em virit ouz an idolou! Amen.


Rag te a lavar: Me a zo pinvidic, hag em euz dastumet madou, ha n’am euz ezom a netra; ha na ouzoud ket penaos ez oud maleürus, ha mizerabl, ha paour, ha dall, hag en noaz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos