Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d’e ziskibien: Pegen diaes e vo d’ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Neuze Jesus, o sellet en dro dezhan, a lavaraz d’he ziskibien: Pegen dies eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue!

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:23
13 Referencias Cruzadas  

Mar em eus lakaet en aour va esperañs, mar em eus lavaret d'an aour glan: Va fiziañs ez out,


hag a lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.


Met, glac’haret gant ar c’homzoù-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en doa.


Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.


Hag e selle en-dro evit gwelout piv en doa graet-se.


Jezuz, o welout e oa deuet gwall drist, a lavaras: Pegen diaes e vo d’ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!


Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.


Eveshait, breudeur, penaos en ho touez c’hwi hag a zo bet galvet, n’eus ket kalz a dud fur hervez ar c’hig, na kalz a dud galloudek, na kalz a dud nobl.


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.


hag evel-se e vo roet deoc’h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos