Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Laka evez na liviri an dra‐man da zen; mes kea en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement‐se da desteni dezhe.
Sant Marc 1:44 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Diwall na liviri netra da zen e‐bed; mes kea, hag en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez hen deuz gourc’hemenet Moises evit ma zervicho kement‐se da desteni dezhe. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d’en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho. |
Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Laka evez na liviri an dra‐man da zen; mes kea en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement‐se da desteni dezhe.
Jesus pa velaz anezhe, a lavaraz dezhe: It, hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezaz pa oant o vond, ma oent neteet euz ho lorgnez.
Ha Jesus a c’hourc’hemenaz dezhan diwall da lavaret kement‐se da zen e‐bed; mes kea, emezhan, en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez a zo bet gourc’hemenet gant Moises, evit ma servicho kement‐se da desteni dezhe.
Ar c’habiten eta a gassaz kuit an den yaouank, goude beza berzet anezhan na lavarje da zen hen doa discleriet kement‐se dezhan.
Hogen, kement tra a zo bet scrivet gwech all, a zo bet scrivet evit hor c’helenadurez, evit ma hor bezo esperans, dre ar batianted hag ar gonsolation a zeu euz ar Scrituriou.
Hogen, an holl draouze a c’hoarvezaz ganthe evit servichoud da skouer; ha scrivet int bet evit hor c’helen, ni pere a zo erru var fin an amzeriou.