Hag ho daou lagad a oe digoret; ha Jesus a zifennaz stard outhe, o lavaret: Diwallit na ouefe den an dra‐ze.
Sant Marc 1:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus a c’hourdrouzaz anezhan en eur lavaret; Ro peoc’h, ha kea er meaz euz an den‐ze. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a c’hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez eus an den-se. |
Hag ho daou lagad a oe digoret; ha Jesus a zifennaz stard outhe, o lavaret: Diwallit na ouefe den an dra‐ze.
Ah! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit hon c’holl? Gouzoud a ran piou oud; ar Zant a Zoue.
Neuze ar Spered impur, oc’h hija anezhan stard, a ieaz er meaz anezhan, en eur leuskel eur griaden vraz.
Hag e iac’heaz kalz a dud, pere a oa klanv gant peb seurt klenved, hag e kassaz kuit kalz a zrouk‐sperejou, hag e tifenne outhe lavaret ec’h anavezent anezhan.
Ha pa velaz Jesus penaos e tirede ar bobl assambles, e c’hourdrouzaz ar spered impur, en eur lavaret dezhan: Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, kea er meaz euz ar bugel‐ze, ha na antre mui enhan.
Ha Jesus a c’hourdrouzaz anezhan, en eur lavaret: Tav, ha kea er meaz euz an den‐ze. Hag an drouk‐spered, o veza hen taolet e‐kreiz an assamble, a ieaz er meaz euz anezhan, heb ober droug e‐bed dezhan.
An drouk‐sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret: Te eo ar C’hrist, Mab Doue; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar C’hrist.
Honnes, o veza heulliet Paol ha ni, en em lakaz da grial, en eur lavaret: An dud‐man a zo servicherien an Doue Holl‐C’halloudec, pere a annons deoc’h hent ar zil vidigez.