Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 4:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 An drouk‐sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret: Te eo ar C’hrist, Mab Doue; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar C’hrist.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C’hrist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C’hrist.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 4:41
14 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg‐braz, o komz, a lavaraz dezhan: Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beo, da lavaret deomp ha te eo ar C’hrist, Mab Doue?


Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz: Mar d’oud Mab Doue, lavar ma teui ar vein‐ze da veza bara.


Ha pa oe deuet an abardaez, e oe digasset dezhan kalz hag a oa dalc’het gant drouk‐sperejou, hag hen a gassaz kuit an drouk‐sperejou dre he c’her; hag a iac’heaz ive ar re holl a oa klanv;


en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret: Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue? ha deuet oud‐de aman d’hon tourmanti araog an amzer?


Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Laka evez na liviri an dra‐man da zen; mes kea en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement‐se da desteni dezhe.


Mes Jesus a c’hourdrouzaz anezhan en eur lavaret; Ro peoc’h, ha kea er meaz euz an den‐ze.


Diouz an abardaez, pa oe kuzet an heol, e tigasjont dezhan an holl dud klanv hag ar re bossedet gant drouk‐sperejou.


Hag e iac’heaz kalz a dud, pere a oa klanv gant peb seurt klenved, hag e kassaz kuit kalz a zrouk‐sperejou, hag e tifenne outhe lavaret ec’h anavezent anezhan.


Hag ar sperejou impur, pa her gwelent, en em brosterne dirazhan, hag a grie, o lavaret: Te eo Mab Doue!


Hen eta, o veza en he za a‐uz dezhi, a c’hourc’hemenaz d’an derzien, hag an derzien a guitaaz anezhi; hag hi a zavaz kerkent, hag a zervichaz anezhe.


Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.


Te a gred ez euz eun Doue hep‐ken, mad a rez; an drouk‐sperejou hen cred ive, hag e krenont.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos