Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Ha pa velaz Jesus penaos e tirede ar bobl assambles, e c’hourdrouzaz ar spered impur, en eur lavaret dezhan: Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, kea er meaz euz ar bugel‐ze, ha na antre mui enhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Jezuz o welout ar bobl o redek a vandenn, a c’hourdrouzas ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c’hourc’hemenn dit, kae kuit anezhañ ha na da ken ennañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:25
17 Referencias Cruzadas  

Neuze e oe digasset da Jesus eun den dall ha mud, dalc’het gant eun drouk‐spered, hag hen a iac’heaz anezhan, en hevelep doare ma komze ha ma vele an den a oa bet dall ha mud.


Ha Jesus a c’hourdrouzaz an drouk‐spered, hag he‐man a zortiaz euz ar bugel; ha divar an heur‐ze ar bugel a oe iac’heet.


Ha rag‐tal, evel ma velaz an holl bobl‐ze anezhan, e oent souezet braz, hag o tiredec, e saludjont anezhan.


Ha rag‐tal tad ar bugel a griaz hag a lavaraz, en eur wela: Cridi a ran, Aotrou, sicour ac’hanoun em incredulite.


Hag ar spered a zortiaz en eur leuskel eur griaden vraz hag en eur hija anezhan gant nerz; hag ar bugel a zeuaz da veza evel maro, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Maro eo.


Jesus a gassaz ive kuit eun drouk‐spered hag a oa mud; ha pa oe sortiet an drouk‐spered, an den mud a gomzaz; hag ar bobl a oe leun a admiration.


Ha Jesus a c’hourdrouzaz anezhan, en eur lavaret: Tav, ha kea er meaz euz an den‐ze. Hag an drouk‐spered, o veza hen taolet e‐kreiz an assamble, a ieaz er meaz euz anezhan, heb ober droug e‐bed dezhan.


An drouk‐sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret: Te eo ar C’hrist, Mab Doue; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar C’hrist.


Rag Jesus a gommande d’ar spered hudur mond er meaz euz an den‐ze, en pehini e oa crog stard abaoe pell amzer; kaer e oa staga anezhan gant chadennou hag hen derc’hel gant hualou, terri a rea he ereou, hag an drouk‐spered a gasse anezhan ganthan el leac’hiou dezert.


Ha pa oa o tostaad, an drouk‐spered a stlapaz anezhan d’an douar, hag hen gwall‐hijaz; mes Jesus a reprenaz stard ar spered impur, hag a iac’heaz ar bugel, hag a rentaz anezhan d’he dad.


Ober a reaz kement‐se e‐pad meur a zevez; mes Paol, o veza skuiz, a zistroaz, hag a lavaraz d’ar spered: Me a c’hourc’hemen d’id en hano Jesus‐Christ, mond er meaz euz ar plac’h‐se. Hag ez eaz kerkent er meaz anezhi.


Hogen, Mikeal, an arc’heal, pa zispute gant an diaoul divarben corf Moises, na gredaz ket rei eur setans a valloz; mes lavaret a reaz: Ra zeui an Aotrou da repren ac’hanoud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos