Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:26 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Hag ar spered a zortiaz en eur leuskel eur griaden vraz hag en eur hija anezhan gant nerz; hag ar bugel a zeuaz da veza evel maro, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Maro eo.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Mont a reas kuit o leuskel ur griadenn vras hag o tifretañ anezhañ gant nerzh. Ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:26
8 Referencias Cruzadas  

Ha setu eur vreg euz a Ganaan, hag a zeue euz ar c’hosteziou‐ze, a griaz, o lavaret dezhan: Aotrou, mab David! bez truez ouzin! va merc’h a zo gwall‐dourmantet gant an drouk‐spered.


Neuze ar Spered impur, oc’h hija anezhan stard, a ieaz er meaz anezhan, en eur leuskel eur griaden vraz.


E pe leac’h‐benag ma ve pa grog enhan, e vez stlapet d’an douar ganthan; ne ra nemed eonenni, skrigna he zent, ha dizec’ha; hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit; mes n’ho deuz ket gallet.


Int eta hen digassaz dezhan; ha kerkent ha ma velaz Jesus, ar spered a zifretaz anezhan gant nerz, hag e kwezaz d’an douar, hag en em rullie oc’h eonenni.


Ha pa velaz Jesus penaos e tirede ar bobl assambles, e c’hourdrouzaz ar spered impur, en eur lavaret dezhan: Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, kea er meaz euz ar bugel‐ze, ha na antre mui enhan.


Mes Jesus, o kemeret he zorn, a reaz dezhan sevel; hag e choumaz en he za.


Ragse en em rejouissit, envou, ha c’houi pere a zo enhe o choum. Malheur deoc’h‐hu pere a choum var an douar ha var ar mor; rag an diaoul a zo diskennet etrezeg enoc’h gant eur goler vraz, o c’houzout penaos eo arru ber he amzer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos