Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:24 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Ha rag‐tal tad ar bugel a griaz hag a lavaraz, en eur wela: Cridi a ran, Aotrou, sicour ac’hanoun em incredulite.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Kerkent tad ar bugel a grias gant daeroù: Me a gred, Aotrou! Sikour ac’hanon em diskredoni!

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:24
21 Referencias Cruzadas  

Jesus a lavaraz: Mar gellez credi, pep tra a zo possubl d’an hini a gred.


Ha pa velaz Jesus penaos e tirede ar bobl assambles, e c’hourdrouzaz ar spered impur, en eur lavaret dezhan: Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, kea er meaz euz ar bugel‐ze, ha na antre mui enhan.


Hag an ebestel a lavaraz d’an Aotrou: Cresk enomp ar feiz.


Hag oc’h en em zerc’hel adre ouz treid Jesus, o wela, e commansaz da c’hlebia he dreid gant he daelou, hag e sec’he anezhe goude gant he bleo, o pokad d’he dreid, hag oc’h eolia anezhe gant an eol a c’houez‐vad.


Neuze, o veza troet ouz ar vaouez, e lavaraz da Simon: Ha gwelet a rez‐te ar vaouezze? Deuet oun en da di, ha n’ec’h euz ket roet a zour d’in evit gwalc’hi va zreid; mes hou‐man he deuz gwalc’het va zreid gant he daelou, hag he deuz ho zec’het gant he bleo.


Hag evel ma oa Per o sonjal er vizion, ar Spered a lavaraz dezhan: Setu aze tri den o klask ac’hanoud.


Corneil, da beden a zo bet selaouet, ha Doue hen deuz bet sonj euz da aluzennou.


Rag scriva a riz deoc’h en eun drubuil vraz, gant eur galon leun a enkrez, ha gant fors daelou; n’e ket evit ho klac’hari, mes evit rei da anaoud ar garantez dreist muzur em euz en ho kenver.


Rag dre c’hras eo ez oc’h salvet, dre ar feiz; ha kement‐se na zeu ket ac’hanoc’h hoc’h‐unan, donezon Doue eo;


rag roet hen deuz deoc’h ar c’hras, abalamour d’ar C’hrist, n’e ket hep‐ken da gridi enhan, mes ive da zouffr evithan,


Abalamour da ze ive, ni a bed heb ehan evidoc’h, evit ma teui hon Doue d’ho renta dign euz ar vocation hoc’h euz bet, ha da accomplissa gant nerz enoc’h an holl sonjezonou mad euz he vadelez, hag œuvr ar feiz;


Trugarekaad a dleomp Doue bepred evidoc’h, breudeur, evel ma’z eo deread, pa’z eo gwir e cresk meurbed ho feiz, ha ma teu da veza brassoc’h ho karantez holl an eil e‐kenver egile,


o kaout sonj euz da zaelou, o kaoud eur c’hoant vraz da velet ac’hanoud, evit ma vezin karget a joa,


Rag anaoud a rit penaos goude‐ze, pa fellaz dezhan herita euz ar venediction, e oe reprouvet, rag ne hellaz ket distrei ar pez a oa bet great, petra‐benag ma her goulennaz gant daelou.


o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.


Hennes eo an hini pehini, e‐pad an deiziou euz he vuez er c’hig, o veza offret gant scrij ha gant daelou, pedennou ha supplicationou d’an hini a helle hen sauvetaad euz ar maro, hag o veza bet delivret abalamour m’hen doa doujans evithan,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos