evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud.
Sant Lucas 7:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus eta a ieaz ganthe. Ha pa ne oa mui pell euz an ti, ar c’hantener a gassaz unan‐benag euz he vignoned etrezeg enhan, da lavaret dezhan: Aotrou, na gemer ket ar boan‐ze, rag n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c’hantener a gasas etrezek ennañ mignoned da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n’on ket dellezek e teufes dindan va zoenn. |
evel m’az eo deuet Mab an den, nann evit beza servichet, mes evit servicha hag evit rei he vuez da rançon evit kalz a dud.
Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.
Simon Per, o veza gwelet kement‐se, en em daolaz da dreid Jesus, hag a lavaraz: Aotrou, pella diouzin; rag me a zo eur pec’her.
Ar re‐man, o veza deuet da gavout Jesus, a bedaz anezhan stard, en eur lavaret: Dign eo ma rafez kement‐se evithan;
Dre‐ze n’oun ket en em gavet dign va‐unan da vond beteg enoud; mes lavar eur ger hep‐ken, ha va mevel a vezo rentet pare.
E‐pad ma oa c’hoas o komz, e teuaz unan euz a di chef ar sinagog, hag a lavaraz dezhan: Da verc’h a zo maro; na choum ken da skuiza ar Mestr.
penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered‐Santel hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul; rag Doue a oa ganthan.
Er c’hontrol, rei a ra eur c’hras vrassoc’h. Dre‐ze ar Scritur a lavar: Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes rei a ra gras d’ar re humbl.