Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Marc 5:24 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Ha Jesus a ieaz ganthan; hag e oe heulliet gant eur bobl vraz, pehini a waske anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Mont a reas gantañ. Ur bobl vras a yeas war e lerc’h hag a waskas anezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 5:24
12 Referencias Cruzadas  

Neuze e tistrojont d’an ti; hag ar bobl en em zastumaz adare eno, en hevelep doare na hellent ket zoken dibri ho boued.


en eur lavaret: Va merc’h vihan a zo prest da vervel; deuz da astenn da zaouarn varnezhi, evit ma vezo iac’heet, hag e vevo.


Neuze eur vaouez, hag a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz,


Hag he ziskibien a lavaraz dezhan: Gwelet a rez e wask ar bobl ac’hanoud, hag e leverez: Piou hen deuz touchet diouzin?


Evel ma en em dastume ar bobl en eur vanden vraz, Jesus a gommansaz da lavaret: Ar raç tud‐man a zo fall, goulen a reont eur miracl, ha na vezo roet dezhe hini e‐bed nemed hini ar profet Jonas.


En amzer‐ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien: Diwallit dreist‐holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi.


a glaske gwelet piou e oa Jesus; mes dre ma oa bihan a vent, ar bobl a vire outhan d’hen gwelet.


Jesus eta a ieaz ganthe. Ha pa ne oa mui pell euz an ti, ar c’hantener a gassaz unan‐benag euz he vignoned etrezeg enhan, da lavaret dezhan: Aotrou, na gemer ket ar boan‐ze, rag n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen.


rag beza hen doa eur verc’h pen‐heres, oajet a zaouzec vloaz, pe var dro, hag a oa o vond da vervel. Ha pa oa Jesus o vond di, e oa gwasket gant ar bobl.


Ha Jesus a lavaraz: Piou hen deuz touchet ouzin? Hag evel ma nac’he an holl, Per hag ar re a oa ganthan a lavaraz: Mestr, ar bobl a zo en‐dro d’id hag a wask ac’hanoud; hag e leverez: Piou hen deuz touchet ouzin?


penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered‐Santel hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul; rag Doue a oa ganthan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos