Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 5:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Simon Per, o veza gwelet kement‐se, en em daolaz da dreid Jesus, hag a lavaraz: Aotrou, pella diouzin; rag me a zo eur pec’her.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d’an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec’her on.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 5:8
19 Referencias Cruzadas  

An diskibien, o klevet ar vouez‐ze, a gwezaz var ho bizach, spouronet‐holl.


Hag o veza eat en ti, e kavjont ar bugel gant Mari he vam; hag oc’h en em brosterni dirazhan, ec’h adorjont anezhan; ha goude beza digoret ho zenzoriou, e rojont dezhan prezanchou, aour, ezans ha mirrh.


Hag ar c’hantener, o respont, a lavaraz: Aotrou! n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen; mes lavar eur ger hep‐ken, ha va mevel a vezo iac’heet.


e rejont sin d’ho c’hen‐sorted, pere a oa er vag all, da zond d’ho zicour; dond a rejont, hag e leunjont an diou vag, en hevelep doare ma oant prest da anfonci.


Rag ar spount a oa croget enhan, hag er re holl a oa assambles ganthan, abalamour d’ar besketerez ho doa great; hag ive en Jakes ha Ian, mibien Zebede, pere a oa kensorted da Simon.


Pa oe erru Mari el leac’h ma oa Jesus, ha pa velaz anezhan, hi en em daolaz d’he dreid hag a lavaraz dezhan: Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet.


Breman e velomp dre eur mellezour, hep gwelet sclear, mes neuze e velimp faç ouz faç; breman ne anavezan ket mad, mes neuze ec’h anavezin evel ma’z oun bet anavezet.


Hogen, pa veliz anezhan, e kweziz d’he dreid evel pa vijen maro, hag hen a lakeaz he zorn deo varnoun, en eur lavaret d’in: Na pez ket a aoun; me eo ar c’henta hag an diveza, an hini a zo beo;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos