Hag hen a respontaz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet penaos ar C’hrouer a reaz er pen‐kenta eur goaz hag eur vaouez; ha penaos hen deuz lavaret:
Sant Lucas 6:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus, o komz, a lavaraz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet petra a reaz David, pa hen devoe naoun hen hag ar re a oa assambles ganthan? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh a reas David p’en doe naon, eñ hag ar re a oa gantañ? |
Hag hen a respontaz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet penaos ar C’hrouer a reaz er pen‐kenta eur goaz hag eur vaouez; ha penaos hen deuz lavaret:
e savaz drouk enhe, hag e leverjont dezhan: Ha klevet a rez‐te ar pez a lavar ar re‐man? Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ia. Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet biskoas ar c’homzou‐man: Te ec’h euz tennet meuleudi euz a c’henou ar vugaligou, hag euz ar re a zo c’hoas ouz ar vron.
Jesus a lavaraz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket biskoas lennet er Scrituriou ar c’homzou‐man: Ar mean a zo bet taolet a gostez gant ar re a vatisse a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn; gant an Aotrou eo bet great kement‐man, hag eun dra souezus eo d’hon daou‐lagad?
Hag evit ar pez a zell resurrection ar re varo, n’hoc’h euz‐hu ket lennet ar pez a zo bet lavaret deoc’h gant Doue:
Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet ar gomz‐man euz ar Scritur: Ar mean a oa bet taolet a‐gostez gant ar re a oa o vatissa, a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn?
Hag, evit ar pez a zell resurrection ar re varo, ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet e levr Moises, penaos Doue a gomzaz outhan er voden‐spern, en eur lavaret: Me eo Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob?