Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 12:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet ar gomz‐man euz ar Scritur: Ar mean a oa bet taolet a‐gostez gant ar re a oa o vatissa, a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Ha n’hoc’h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn;

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 12:10
17 Referencias Cruzadas  

Mes hen a lavaraz dezhe: N’hoc’h euz‐hu ket lennet ar pez a reaz David, pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan,


Hag hen a respontaz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet penaos ar C’hrouer a reaz er pen‐kenta eur goaz hag eur vaouez; ha penaos hen deuz lavaret:


e savaz drouk enhe, hag e leverjont dezhan: Ha klevet a rez‐te ar pez a lavar ar re‐man? Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ia. Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet biskoas ar c’homzou‐man: Te ec’h euz tennet meuleudi euz a c’henou ar vugaligou, hag euz ar re a zo c’hoas ouz ar vron.


Jesus a lavaraz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket biskoas lennet er Scrituriou ar c’homzou‐man: Ar mean a zo bet taolet a gostez gant ar re a vatisse a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn; gant an Aotrou eo bet great kement‐man, hag eun dra souezus eo d’hon daou‐lagad?


Hag evit ar pez a zell resurrection ar re varo, n’hoc’h euz‐hu ket lennet ar pez a zo bet lavaret deoc’h gant Doue:


Hag, evit ar pez a zell resurrection ar re varo, ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet e levr Moises, penaos Doue a gomzaz outhan er voden‐spern, en eur lavaret: Me eo Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob?


Petra a rai eta aotrou ar winien? Dond a rai, hag e tistrujo ar verourien‐ze, hag e roio ar winien da dud all.


Hogen, pa velot an abomination euz an dezolation, euz a behini hen deuz komzet ar profet Daniel, o ren el leac’h na dle ket beza (ra lako evez mad an hini hen lenn); neuze ar re a vezo er Jude, ra dec’hint var ar meneziou;


Ha n’hoc’h euz‐hu ket biskoas lennet ar pez a reaz David, pa hen doe ezom ha pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan?


Neuze Jesus, o komz, a lavaraz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet petra a reaz David, pa hen devoe naoun hen hag ar re a oa assambles ganthan?


evel ma’z eo scrivet: Setu e lakaan en Sion eur mean a wall‐lam hag eur roc’h a scandal; ha: Piou‐benag a gred enhan, n’hen devezo ket a leac’h da gaoud mêz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos