La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 5:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Evel ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue.

Ver Capítulo

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Evel ma oa e-kichen lenn Genezared, ar bobl en em daolas warnañ evit klevout ger Doue.

Ver Capítulo



Sant Lucas 5:1
21 Referencias Cruzadas  

Mes abaoe amzer Ian ar Badezour bete vreman, rouantelez an envou a vez kemeret dre fors, hag an dud violant eo a gemer anezhi.


Ha goude m’ho doa treuzet ar mor e teujont e bro Jennezaret.


Hag hen a lavaraz d’he ziskibien derc’hel prest eur vag dezhan, abalamour d’ar bobl vraz‐ze, gant aoun na vije re‐wasket ganthe.


Jesus a gommansaz adare da gelen e‐tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi,


Ha Jesus a ieaz ganthan; hag e oe heulliet gant eur bobl vraz, pehini a waske anezhan.


Ha pa ho doe treuzet ar mor, e teujont da vro Jenezaret; hag e touarjont eno.


En amzer‐ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien: Diwallit dreist‐holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi.


Hag o veza gwelet diou vag var bord al lenn, euz a bere ar besketerien a oa diskennet da walc’hi ho rouejou, e pignaz en unan euz ar bagou‐ze, pehini a oa da Simon,


Eun devez e c’hoarvezaz ma pignaz en eur vag gant he ziskibien, hag e lavaraz dezhe: Tremenomp en tu all d’ar mor, hag ez ejont.


Hag e‐pad ma navigent, Jesus a choumaz kousket; hag eur barrad avel a zavaz var ar mor, ar vag a oa erru leun a zour, hag e oant en danjer braz.


An drouk‐sperejou eta, o veza eat er meaz euz an den‐ze, a antreaz er moc’h, hag ar vanden en em daolaz euz ar plas huelze er mor, hag e oent beuzet.


Ha Jesus a lavaraz: Piou hen deuz touchet ouzin? Hag evel ma nac’he an holl, Per hag ar re a oa ganthan a lavaraz: Mestr, ar bobl a zo en‐dro d’id hag a wask ac’hanoud; hag e leverez: Piou hen deuz touchet ouzin?


Andre, breur Simon Per, a oa unan euz an daou ho doa klevet ar pez a lavare Ian, hag ho doa heulliet Jesus.


Goude‐ze, Jesus a dremenaz en tu all da vor Galile, a c’halver ive mor Tiberiad.


Ho pezit sonj euz ho renerien, pere ho deuz prezeget deoc’h ger Doue, hag en eur gonsideri ar fin euz ho buez, heullit ho feiz.