Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 8:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Eun devez e c’hoarvezaz ma pignaz en eur vag gant he ziskibien, hag e lavaraz dezhe: Tremenomp en tu all d’ar mor, hag ez ejont.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Un devezh ma’z eas en ur vag gant e ziskibien, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d’al lenn. Hag ez ejont.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 8:22
12 Referencias Cruzadas  

Kerkent goude Jesus a reaz d’he ziskibien sevel er vag, ha mond araog dezhan en tu all e‐pad ma vije o kas kuit ar bobl.


Hogen, Jesus, o velet kalz a bobl en‐dro dezhan, a c’hourc’hemenaz tremen en tu‐all d’ar mor.


Jesus o veza adare treuzet ar mor er vag hag eat d’an tu all, eur foul braz a dud en em zastumaz en dro dezhan, hag hen a oa tost d’ar mor.


Kerkent goude, e reaz d’he ziskibien pignad er vag, ha mond en he raog en tu all d’ar mor etrezeg Bethsaida, e‐pad ma kasje kuit ar bobl.


Hag, o veza lezet anezhe, e pignaz adare er vag, hag e tremenaz en tuall d’ar mor.


Evel ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue.


Hag e‐pad ma navigent, Jesus a choumaz kousket; hag eur barrad avel a zavaz var ar mor, ar vag a oa erru leun a zour, hag e oant en danjer braz.


An drouk‐sperejou eta, o veza eat er meaz euz an den‐ze, a antreaz er moc’h, hag ar vanden en em daolaz euz ar plas huelze er mor, hag e oent beuzet.


Goude‐ze, Jesus a dremenaz en tu all da vor Galile, a c’halver ive mor Tiberiad.


hag o veza pignet var eul lestr euz a Adramyt, ez ejomp en hent gant an intantion da douch ouz porzou‐mor douar an Azi, ha beza e oa ganeomp Aristark, eur Macedoniad euz a Dessalonika.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos