Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 12:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 En amzer‐ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien: Diwallit dreist‐holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d’e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 12:1
18 Referencias Cruzadas  

Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag henvel oc’h ouz beziou kuzet en douar, var bere e vale an dud heb gouzoud emaint eno.


Hipocrited ma’z oc’h! gouzoud a rit anaoud diouz doare an oabl hag an douar; penaos eta ne anavezit‐hu ket an amzer‐man?


Evel ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue.


Hag ar vrud anezhan a rede mui‐oc’h‐mui, hag eur bobl vraz a dud en em zastume evit klevet anezhan, hag evit beza iac’heet ganthan euz ho c’hlenvejou.


Neuze o veza diskennet ganthe, e choumaz en eur blenen gant he vanden diskibien, hag eur bobl vraz a dud euz ar Jude holl, euz a Jerusalem, hag euz ar vro arvorec a Dir hag a Sidon, pere a oa deuet evit hen klevet hag evit beza iac’heet euz ho c’hlenvejou.


Pa glevjont kement‐se, e c’hlorifijont an Aotrou, hag e leverjont da Baol: Breur, gwelet a rez ped mil a zo euz ar Judevien hag ho deuz credet, hag holl emaint douget evit al lezen.


Hogen, disket em euz deoc’h, da genta, ar pez em boa va‐unan recevet: penaos ez eo marvet ar C’hrist evit hor pec’hejou, hervez ar Scrituriou;


Mes c’houi a zo tosteet ouz menez Sion, ouz kear an Doue beo, ar Jerusalem celestiel, ouz ar milierou a elez,


Evit ar pez a zell ar furnez euz an env, da genta ez eo pur, ha neuze sioul, moderet, gouzoud a ra plega, leun eo a drugarez hag a frouez mad, douget evit an eil kerkoulz hag evit egile, hag heb hipocrizi.


Goude beza eta dilezet pep fallentez, pep tromplezon peb hipocrizi, peb anvi ha pep drouk‐prezegerez,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos