Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz: Mar d’oud Mab Doue, lavar ma teui ar vein‐ze da veza bara.
Sant Lucas 4:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze an diaoul a lavaraz dezhan: Mar d’oud Mab Doue, lavar d’ar mean‐man trei en bara. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar maen-mañ dont da vezañ bara. |
Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz: Mar d’oud Mab Doue, lavar ma teui ar vein‐ze da veza bara.
hag ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: Te eo va Mab muia‐karet, en pehini ema va holl flijadur.
eno e oe tentet gant an diaoul daou‐ugent devez, ha na zebraz netra e‐pad an deiziou‐ze; mes pa oant tremenet, hen doe naoun.
Ha Jesus a respontaz dezhan: Scrivet eo: An den na vevo ket gant bara hep‐ken, mes gant pep ger euz a Zoue.