Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 4:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz: Mar d’oud Mab Doue, lavar ma teui ar vein‐ze da veza bara.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar mein-se dont da vezañ bara.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

3 Hag en diaul e dostas dehou, én ul laret: Mar d’oh Mab Doué, gourhemennet ma troei er mein‐men de vara.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 4:3
34 Referencias Cruzadas  

Neuze ar re a oa er vag a dostaaz, hag a adoraz anezhan, o lavaret: E gwirionez, te eo Mab Doue.


Simon Per a respontaz hag a lavaraz: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue beo.


Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg‐braz, o komz, a lavaraz dezhan: Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beo, da lavaret deomp ha te eo ar C’hrist, Mab Doue?


Ha setu eur vouez euz an envou, hag a lavaraz: He‐man eo va mab muia‐karet, e pehini em euz lakeat va holl joa.


Commansamant Aviel Jesus‐Christ, Mab Doue.


Hag ar sperejou impur, pa her gwelent, en em brosterne dirazhan, hag a grie, o lavaret: Te eo Mab Doue!


hag e lavaraz, en eur grial a vouez huel: Petra a zo etre te ha me, Jesus, Mab an Doue Holl‐galloudec! Da gonjuri a ran, dre an hano a Zoue, na dourmant ket ac’hanoun.


Hag an eal a respontaz dezhi: Ar Spered‐Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl‐C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud; dre‐ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue.


Hag e lever‐jont holl: Neuze eta ez oud Mab Doue? Hag hen a respontaz dezhe: Hoc’h‐unan hen lavarit; bez’ ez oun.


Neuze an diaoul a lavaraz dezhan: Mar d’oud Mab Doue, lavar d’ar mean‐man trei en bara.


An drouk‐sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret: Te eo ar C’hrist, Mab Doue; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar C’hrist.


Kas a reaz anezhan ive da Jerusalem, hag e lekeaz anezhan var lein an templ, hag e lavaraz dezhan: Mar d’oud Mab Doue, en em daol ac’hann d’an traon;


Hag em euz gwelet, hag em euz testeniet eo hennes Mab Doue.


Nathanael a respontaz dezhan: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.


Jesus a glevaz ho doa hen taolet er meaz, hag o veza en em gavet ganthan, e lavaraz dezhan: Ha credi a rez‐te en Mab Doue?


Ha rag‐tal e prezegaz er sinagogou, e oa Jesus Mab Doue.


Rag Mab Doue, Jesus‐Christ, pehini a zo bet prezeget deoc’h ganeomp‐ni, da lavaret eo, ganen‐me, gant Silvanus, ha gant Timoteus, n’eo ket bet ia ha nann; mes pep tra a zo ia enhan.


Crucifiet oun bet assambles gant ar C’hrist, ha mar bevan, n’e ket me eo a vev, mes ar C’hrist eo a vev enoun; ha mar bevan c’hoas er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue, pehini hen deuz va c’haret, hag a zo en em roet he‐unan evidoun.


O veza eta ne hallen gortoz pelloc’h, e kassiz re all evit anaoud an doare euz ho feiz, gant aoun ne vec’h bet tromplet gant an tentatour, ha na vez eat hon labour da goll.


hag o tiwall na vez den avoultr, na profan e‐bed evel Esaü, pehini, evit eur pred‐boued hep‐ken, a verzaz he zroed a vab hena.


Pa’z eo gwir eta hon euz eur Beleg‐braz, pehini hen deuz treuzet an envou, Jesus, Mab Doue, dalc’homp stard hor profession a feiz.


bet eo hep tad, hep mam, hep lignez, hep commansamant buez, na fin; o veza bet rentet henvel ouz Mab Doue, e choum beleg da viken.


An hini a ra ar pec’hed a zo euz an diaoul; rag an diaoul a bec’h adaleg ar pen‐kenta. Hogen, Mab Doue a zo deuet evit distruja oberou an diaoul.


N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos