Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.
Sant Lucas 3:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, ema dija ar vouc’hal var grizien ar gwez. Pep gwezen eta ha na zoug ket a frouez mad, a ia da veza troc’het ha taolet en tan. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan. |
Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.
Lavaret a reaz ive ar barabolen‐man: Eun den hen doa eur vezen‐fiez plantet en he winien, hag e teuaz da glask frouez enhi, ha ne gavaz hini e‐bed.
Neuze e lavaraz d’an hini a laboure ar winien: Setu, tri bloaz zo dija ma teuan da glask frouez er vezen‐fiez‐man, heb kavoud hini e‐bed: troc’h anezhi eta, perag e choumfe aman da goll douar?
Mar d’euz unan‐benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont.
Piou‐benag a zeu da derri lezen Moises, a vez lakeat d’ar maro hep truez e‐bed, var desteni daou pe dri;