Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 3:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Rentit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion; ha n’ed it ket da lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Ni hon euz evit tad Abraham; rag me a lavar deoc’h ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 3:8
29 Referencias Cruzadas  

Rag‐se hen lavaran deoc’h, rouantelez Doue a vezo lammet diganeoc’h, ha roet da eur bobl hag a roio ar frouez anezhi.


Grit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion.


Ha na zonjit ket lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Beza hon deuz Abraham da dad; rag me a lavar deoc’h, ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham.


Pa vezo antreet an tad a famill, ha pa hen devezo serret an nor var he lerc’h, ha pa deuot c’houi, tapet er meaz, da skei var an nor ha da lavaret: Aotrou, Aotrou, digor deomp; hen a responto: N’ouzon ket euz a beleac’h ez oc’h.


C’houi a lavaro neuze: Debri hag eva hon euz great diraz’oud, ha prezeget ec’h euz var hor plasennou public.


ha na deufe an hini hen deuz pedet ac’hanoc’h ho taou, da lavaret d’id: Ro plas da he‐man; ha na pefe neuze ar vêz da veza lakeat er plas diveza.


Hag hen o respont a lavaraz dezhe: Hen lavaret a ran deoc’h, mar deu ar re‐man da devel, ar vein a grio.


Ha Jesus a lavaraz dezhan: Ar zilvidigez a zo deuet hirio en timan, rag he‐man a zo ive bugel da Abraham.


Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz da rezoni ha da lavaret: Piou eo he‐man pehini a lavar blasphemou? Piou a hell pardoni ar pec’hejou, nemed Doue hep‐ken?


Hag e respontjont dezhan: Ni a zo lignez Abraham, ha biskoas n’omp bet esclaved dindan den; perag eta e leverez‐te: C’houi a vezo rentet libr.


Int a respontaz dezhan: Abraham eo hon tad. Jesus a lavaraz dezhe: Ma vijec’h bugale Abraham, e rajec’h oberou Abraham.


mes prezeget em euz da genta d’ar re a zo en Damas, ha goude en Jerusalem, ha dre ar Jude holl, ha d’ar Jentiled, da gaout keuz, ha da zistrei ouz Doue, oc’h ober œuvrou dign euz ar gonversion.


Dre ar feiz eta eo ez omp heritourien, evit ma vezo dre c’hras, ha ma vezo assuret ar bromessa d’an holl lignez, n’e ket hep‐ken d’an hini a zo dindan al lezen, mes ive d’an hini a zo euz a feiz Abraham, pehini a zo tad deomp holl,


hag evithe da veza lignez Abraham, n’int ket holl he vugale; mes scrivet eo: En Isaac e vezo eul lignez hag a zougo da hano;


o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus‐Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos