Hogen, Jesus a zeuaz dirag ar gouarner, hag ar gouarner a c’houlennaz diganthan, en eur lavaret: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a lavaraz dezhan: Hen lavaret a rez.
Sant Lucas 23:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Pilat a c’houlennaz diganthan: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a respontaz dezhan: Hen lavaret a rez. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Eñ a respontas dezhañ: Te en lavar. |
Hogen, Jesus a zeuaz dirag ar gouarner, hag ar gouarner a c’houlennaz diganthan, en eur lavaret: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a lavaraz dezhan: Hen lavaret a rez.
Ha Pilat a c’houlennaz diganthan: Ha te eo roue ar Judevien? Jesus a respontaz dezhan: Hen lavaret a rez.
Ra ziskenno eta breman euz ar groaz ar C’hrist, roue Israel, ma velimp ha ma credimp. Hag ar re a oa crucifiet ganthan, a zrouk‐komze ive outhan.
Hag e lever‐jont holl: Neuze eta ez oud Mab Doue? Hag hen a respontaz dezhe: Hoc’h‐unan hen lavarit; bez’ ez oun.
Ha bez’ e oa ive a‐uz d’he ben ar c’homzou‐man scrivet en gregach, en latin hag en hebrach: HE‐MAN EO ROUE AR JUDEVIEN.
Pilat eta a zeuaz er meaz d’ho c’havoud, hag a lavaraz dezhe: Petra a damallit‐hu d’an den‐man?
Me a ali stard ac’hanoud dirag Doue, pehini a ro buez d’an holl draou, ha dirag Jesus‐Christ, pehini dirag Pons‐Pilat a reaz eur govezion gaer,