Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 23:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag int a gommansaz tamal anezhan, en eur lavaret: Kavet hon euz an den‐man o trompla ar bobl hag o tifen paea an tribut da Cezar, hag o lavaret ez eo hen he‐unan ar C’hrist, ar roue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 23:2
33 Referencias Cruzadas  

Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar mor, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant); kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.


Int a lavaraz dezhan: Euz a Cezar. Neuze e lavaraz dezhe: Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue.


Hogen, Jesus a zeuaz dirag ar gouarner, hag ar gouarner a c’houlennaz diganthan, en eur lavaret: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a lavaraz dezhan: Hen lavaret a rez.


Ha Jesus a respontaz dezhe: Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. Hag e oent souzet braz ganthan.


Ha Pilat a c’houlennaz diganthan: Ha te eo roue ar Judevien? Jesus a respontaz dezhan: Hen lavaret a rez.


Digasset hoc’h euz an den‐man d’in, tamallet ganeoc’h da lakaad ar bobl d’en em zevel; ha koulskoude, pa em euz hen interrojet dirazoc’h, n’em euz kavet anezhan coupabl a hini euz an torfedou a damallit dezhan;


Mes int a zalc’he muioc’h‐mui varnezhan, en eur lavaret: Lakaad a ra ar bobl d’en em zevel, en eur brezeg dre ar Jude holl, adaleg ar Galile beteg aman.


Pilat eta a zeuaz er meaz d’ho c’havoud, hag a lavaraz dezhe: Petra a damallit‐hu d’an den‐man?


Respont a rejont dezhan: Ma na vije ket hennes eun torfetour, n’hor bije ket livret anezhan d’id.


Divar‐neuze Pilat a glaske an tu d’hen delivra; mes ar Judevien a grie: Mar leuskez an den‐ze, n’oud ket mignon da Cezar; rag piou‐benag en em c’hra roue en em laka a‐enep Cezar.


ha na hellfent ket prouvi an traou euz a bere e tamallont ac’hanoun breman.


Ni hon euz kavet an den‐man, pehini a zo eur vossen, hag a laka trouz etre ar Judevien dre ar bed holl, hag a zo ar pen euz a sect an Nazareaned,


Rentit eta da bep hini ar pez a zo dleet dezhan; an tribut d’an neb ma’z eo dleet an tribut; an taillou d’an neb ma’z eo dleet an taillou; an doujans d’an neb ma’z eo dleet an doujans; an henor d’an neb ma’z eo dleet an henor.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos