Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 23:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Ha Pilat a lavaraz da brinsed ar veleien ha d’ar bobl: Ne gavan netra da damal en den‐man.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Pilat a lavaras d’ar veleien vras ha d’ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 23:4
13 Referencias Cruzadas  

Hogen e‐pad ma oa azezet var he dribunal, he vreg a gassaz eur re‐benag da lavaret dezhan: Diwall da zourcial deuz ar pez a zell ouz an den just‐se; rag eun huvre em euz bet hirio divar he ben hag hen deuz great kalz a boan d’in.


Ha Pilat a lavaraz dezhe: Mes pe seurt drouk hen deuz‐hen great? Hag int a griaz c’hoas krenvoc’h: Crucifi anezhan!


Hag e lavaraz dezhe an trede gwech: Pe seurt droug eta hen deuz hen great? n’am euz kavet netra enhan hag a verit ar maro. Me eta a bunisso anezhan, ha neuze e laoskin anezhan.


Pilat a lavaraz dezhan: Petra eo ar wirionez? Ha goude beza lavaret kement‐se, ez eaz er meaz adare da gavoud ar Judevien, hag e lavaraz dezhe: Ne gavan crim e‐bed en den‐ze.


Mes, o veza kavet penaos n’hen doa great netra dign euz ar maro, ha dre ma hen deuz he‐unan great appel d’an impelaer, em euz resolvet hen kas dezhan.


Doue Abraham, Isaac ha Jacob, Doue hon tadou hen deuz glorifiet he Vab Jesus, pehini hoc’h euz livret ha nac’het dirag Pilat, petra‐benag ma hen doa he‐man barnet ma tlie beza lezet da vond en he liberte.


Hogen, ezom hor boa euz a eur Beleg‐braz evel hennes, santel, dizroug, glan, separet euz ar bec’herien, ha savet dreist an envou;


mes dre oad precius ar C’hrist, evel euz a eun Oan hep si hag hep tarch e‐bed,


hen pehini n’hen deuz great pec’hed e‐bed, hag e genou pehini n’euz bet kavet faozentez e‐bed;


Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos