Mes ne anavezaz ket anezhi bete ma oe gwillioudet euz he mab kentaganet, hag hen a roaz dezhan an hano a Jesus.
Sant Lucas 2:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e c’hanaz he mab kenta‐ganet, hag e vailluraz anezhan, hag hen lekeaz en eur manjouer, rag ne oa ket a blas evithe en hostaliri. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e c’hanas he mab kentañ-ganet. Hag, o vezañ e vailhuret, e lakaas anezhañ en ur c’hraou, rak ne oa ket lec’h evito en ostaleri. |
Mes ne anavezaz ket anezhi bete ma oe gwillioudet euz he mab kentaganet, hag hen a roaz dezhan an hano a Jesus.
Ha n’eo ket he‐man mab ar c’halvez? Ha na c’halver ket he vam Mari, hag he vreudeur Jakes, ha Joses, ha Simon, ha Jud?
Ha Jesus a lavaraz dezhan: Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou; mes Mab an den n’hen deuz ket a leac’h evit harpa he ben.
Hag o tostaad outhan, e lekeaz lien en dro d’he c’houliou, hag e skulliaz varnezhe eol ha gwin; neuze e sammaz anezhan var he loen he‐unan, hag hen kassaz da eun hostaliri, hag e soagnaz anezhan.
Hogen, bez’ e oa er vro‐ze pastored pere a choume er meziou, o tiwall ho loened e‐pad beilladennou an noz.
Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.
Rag anaoud a rit ar garantez euz hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini, hag hen pinvidic, a zo en em c’hreat paour abalamour deoc’h, evit ma teujac’h da veza pinvidic dre he baourentez.
Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen,