Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 1:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Mes ne anavezaz ket anezhi bete ma oe gwillioudet euz he mab kentaganet, hag hen a roaz dezhan an hano a Jesus.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Hogen n’anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab kentañ-ganet, hag e roas dezhañ Jezuz da anv.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

25 Mæs e n’hanàuas quet anehi betig ma oé ganet hi mab quetan‐ganet; hag ean hanhuas anehou Jesus.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 1:25
10 Referencias Cruzadas  

hag e c’hano eur mab, hag e c’halvi he hano Jesus (Salver); rag hen eo a zaveteo he bobl euz ho fec’hejou.


Josef o veza dihunet euz he gousk, a reaz evel m’hen doa gourc’hemenet dezhan eal an Aotrou, hag e tigemeraz he vreg.


Ha setu, te a goncevo, hag e c’hani eur mab, hag e roi dezhan an hano a JESUS.


Pa oe deuet an eizved devez evit circonciza ar bugel, e oe hanvet JESUS, an hano a oa bet roet dezhan gant an eal, araog ma oa concevet en kov he vam.


Hag e c’hanaz he mab kenta‐ganet, hag e vailluraz anezhan, hag hen lekeaz en eur manjouer, rag ne oa ket a blas evithe en hostaliri.


Rag ar re a zo bet anavezet ganthan a‐ziagent, hen deuz ive ho merket a‐ziagent, evit beza henvel ouz imach he Vab, evit ma vije he‐man ar c’henta‐ganet e‐touez kalz a vreudeur;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos