Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Galated 4:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,

Ver Capítulo Copiar




Galated 4:4
44 Referencias Cruzadas  

Setu, ar verc’hez a vezo brazez, hag e c’hano eur mab, hag he hano a vezo emmanuel, da lavaret eo: DOUE GANEOMP.


Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz dezhan: Na stourm ket ouzin evit breman; rag evel‐se eo e tere ouzomp accomplissa peb justis. Neuze ne stourmaz ken outhan.


Na zonjit ket e ven deuet evit diskar al lezen pe ar brofeted; n’oun ket deuet evit diskar, mes evit accomplissa.


An amzer a zo accomplisset, ha rouantelez Doue a zo tost. En em gonvertissit ha credit d’an Aviel.


Ha setu, te a goncevo, hag e c’hani eur mab, hag e roi dezhan an hano a JESUS.


Hag an eal a respontaz dezhi: Ar Spered‐Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl‐C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud; dre‐ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue.


Hag e c’hanaz he mab kenta‐ganet, hag e vailluraz anezhan, hag hen lekeaz en eur manjouer, rag ne oa ket a blas evithe en hostaliri.


Mar deu eta David d’hen gervel Aotrou, penaos ec’h hell hen beza he vab?


Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


ha lavaret a rit‐hu e vlaspheman, ha me bet santifiet gant va Zad ha digasset er bed, abalamour ma em euz lavaret: Me eo Mab Doue?


Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel.


Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset.


Jesus a lavaraz dezhe: Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a beurz Doue e teuan; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes hen eo hen deuz va digasset.


Mes hen a lavaraz dezhe: N’e ket deoc’h‐hu eo anaoud an amzeriou hag ar momanchou hen deuz merket an Tad dre he c’halloud he‐unan.


er Scrituriou‐sacr, hag a gomz divarben he Vab, ganet euz a lignez David hervez ar c’hig,


Lavaret a ran eta penaos Jesus‐Christ a zo bet ministr ar circoncision, evit diskouez ar fidelite a Zoue, en eur accomplissa ar promessaou great d’an tadou;


Rag, pa oamp c’hoas hep nerz, ar C’hrist a varvaz en he amzer, evit ar bec’herien.


Rag ar pez a oa impossubl d’al lezen, abalamour ma oa rentet di‐c’halloud dre ar c’hig, Doue hen deuz hen great: o tigas he Vab he‐unan en eur c’hig henvel ouz hini ar pec’hed; hag evit ar pec’hed, hen deuz condaonet ar pec’hed er c’hig;


pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen!


hag a dlie beza digasset da vad ganthan, pa vije deuet da ren an amzeriou merket ganthan, da lavaret eo, da zastum assambles an holl draou er C’hrist, koulz ar re a zo en envou, evel ar re a zo var an douar.


Effacet hen deuz ar pez a oa en hon enep, an obligation euz an ordrenansou pehini en em zave a‐enep deomp; hag hen deuz he rentet nul, o staga anezhi ouz ar groaz;


pehini a zo en em roet he‐unan da rançon evit an holl; hennes eo an desteni roet en he amzer.


Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.


Pa’z eo gwir eta ar vugale ho deuz lod er c’hig hag er goad, hennes ive hen deuz bet lod enhe, evit gallout, dre ar maro, distruja an hini hen devoa ar galloud euz ar maro, da lavaret eo, an diaoul;


an hini a ra ar servich, o veza ma n’int (gant kig, gant evachou, ha gant a bep seurt gwalc’hadennou), nemed ceremoniou kigus, pere ne oant ordrenet nemed hep‐ken da c’hortoz an amzer ma vije renevezet pep tra.


Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed.


Anavezit Spered Doue en kement‐man: kement spered hag a anzav penaos Jesus‐Christ a zo deuet er c’hig, a zo a‐berz Doue;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos