Evel‐se ive e rai deoc’h va Zad celestiel, mar na bardon ket pep hini ac’hanoc’h a greiz he galon d’he vreur.
Sant Lucas 11:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pardon deomp hor pec’hejou; rag ni a bardon ive d’ar re holl ho deuz hon offanset; ha n’hon lez ket da gweza en dentation; mes delivr ac’hanomp diouz an drouk. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned pardon deomp hor pec’hedoù, rak ni a bardon ivez d’ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug. |
Evel‐se ive e rai deoc’h va Zad celestiel, mar na bardon ket pep hini ac’hanoc’h a greiz he galon d’he vreur.
Beillit ha pedit, gant aoun ne zeufec’h da gweza en dentation; rag ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl.
Neuze e lavaraz dezhe: Mar hen dije unan ac’hanoc’h eur mignon hag a deuje d’hen kavout da hanter‐noz, da lavaret dezhan: Va mignon, prest d’in tri bara;
Pe c’hoas, ha sonjal a ra deoc’h‐hu e tle an triouec’h den‐ze var bere e kwezaz tour Siloe, hag a oe lazet dindan‐han, beza bet brassoc’h pec’herien eged an holl habitanded euz a Jerusalem?
ar re a receo anezhan var douar meinec eo an dud pere, o veza klevet ar ger, a receo anezhan gant joa, mes n’ho deuz ket a c’hrizien, ha na gredont nemed evit eun neubeud amzer; ha pa deu an dentation, e tec’hont kuit;
N’eo c’hoarvezet ganeoc’h tentation e‐bed, hag a vez bet dreist nerz an den. Hogen, Doue a zo fidel, ha na bermeto ket e vec’h tentet en tu‐all d’ho nerz; mes gant an dentation e tiskouezo ive an hent da zond er meaz anezhi, evit ma c’hellot he anduri.
oc’h en em supporti an eil egile, hag o pardoni an eil d’egile, mar hen deuz unan‐benag eur c’hlem a‐enep unan all. Evel ma hen deuz pardonet ar C’hrist ac’hanoc’h, c’houi, grit ive evel‐se.
Hag an Aotrou am delivro euz a bep œuvr fall, hag a zaveteo ac’hanoun en he rouantelez celestiel. Dezhan ar gloar da viken! Amen.
Rag ar varn a vezo didruez var an hini n’hen devezo ket bet a druez; mes an drugarez n’he deuz aoun e‐bed rag ar varn.
N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.
Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.