Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 2:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 2:10
36 Referencias Cruzadas  

Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl, abalamour d’am hano; mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.


Ha n’ho pezet ket a aoun rag ar re a laz ar c’horf ha na hellont ket laza an ene; mes ho pezet aoun kentoc’h rag an hini a hell koll hag an ene hag ar c’horf en ifern.


Mes an neb a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.


Hag e viot kaseet gant an holl abalamour d’am hano, mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.


Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo; mes piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in ha d’an Aviel, hennes a zaveteo anezhi.


Mes, araog ma c’hoarvezo kement‐se holl, e lakaint ho daouarn varnoc’h hag e persecutint ac’hanoc’h ouz ho livra d’ar sinagogou, hag ouz ho lakaad er prizon, hag o stleja ac’hanoc’h dirag ar rouane hag ar gouarnerien, abalamour d’am hano.


An hini a gar he vuez he c’hollo; hag an hini a gassa he vuez er bed‐man, a gonservo anezhi evit ar vuez eternel.


Ha pa oe deuet koan (an Diaoul o veza lakeat dija e calon Judas Iscariot, mab Simon, ar sonj da drahissa anezhan),


Ha goude m’hen doe kemeret Judas an tam, Satan a antreaz enhan. Jesus eta a lavaraz dezhan: Hast buhan ober ar pez ec’h euz da ober.


Mes n’en em lakan en poan euz a netra, ha va buez n’co ket precius d’in, gant ma peur‐achuin gant joa va redaden hag ar garg em euz bet digant an Aotrou Jesus, da annons ar c’helou mad euz ar c’hras a Zoue.


Mes Paol a respontaz: Petra a rit‐hu o wela hag oc’h ober d’in rann‐galon? Rag me a zo prest, n’e ket hep‐ken da veza liammet, mes ive da vervel en Jerusalem evit hano an Aotrou Jesus.


Pep den hag a glask gounid var ar re all, en em briv a bep tra; hag an dud‐se a ra kement‐se evit kaoud eur gurunen hag a zeu da vreina, mes ni her gra evit kaoud eur gurunen ha na vreino biken.


(e pere gwech‐all hoc’h euz baleet, hervez giz ar bed‐man, hervez ar prins euz a c’halloud an ear, ar spered‐se pehini a labour breman e bugale an dizentidigez;


Rag n’e ket a‐enep ar c’hig hag ar goad hon euz da gombati, mes a‐enep ar princelezou, a‐enep ar puissansou, a‐enep prinsed an devalijen euz ar bed‐man, a‐enep ar puissansou spirituel euz an droug el leac’hiou celestiel.


Eürus an den a c’houzanv an dentation; rag pa vezo bet amprouvet, e recevo ar gurunen a vuez prometet gant an Aotrou d’ar re a gar anezhan.


Ha pa zeuio ar Pastor souveren, c’houi a recevo ar gurunen ziwenvus a c’hloar.


Bezit sobr, beillit; rag hoc’h enebour, an diaoul, a ra an dro deoc’h, evel eul leon o iudal, o klask piou a hello da lounka.


Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez.


Hag al loen a veliz a oa henvel ouz eul leopard; he dreid a oa evel treid eun ours, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag he dron, hag eur galloud braz.


Hag e oe roet ive dezhan ar galloud da ober brezel d’ar zent, ha da veza treac’h dezhe. Hag e oe roet dezhan galloud var bep tribu, ha langach, ha nation.


Combatti a raint ouz an Oan, mes an Oan a vezo treac’h dezhe, rag hen eo Aotrou an aotronez, ha Roue ar rouane; hag ar re a zo assambles ganthan eo ar re c’halvet, ar re choazet hag ar re fidel.


Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum.


Anaoud a ran da oberou, ha da drubuliou, ha da baourentez, (petra‐benag ma’z oud pinvidic,) ha droug‐prezegerez ar re a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes a zo eur sinagog euz a Satan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos