Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 2:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Anaoud a ran da oberou, ha da drubuliou, ha da baourentez, (petra‐benag ma’z oud pinvidic,) ha droug‐prezegerez ar re a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes a zo eur sinagog euz a Satan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma’z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n’int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 2:9
29 Referencias Cruzadas  

Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Tec’h kuit, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi.


Evel‐se e c’hoarvez evit an hini a zastum tenzoriou evithan he‐unan, ha n’eo ket pinvidic dirag Doue.


Ha kalz a draou all a lavarent a‐enep dezhan, oc’h insulti anezhan.


Spered an Aotrou a zo varnoun, abalamour da ze hen deuz va eoliet evit prezeg an Aviel d’ar beorien; va c’hasset hen deuz evit iac’haad ar re a zo mantret ho c’halon;


Neuze Jesus, o veza savet he zaou‐lagad var he ziskibien, a lavaraz: Eürus oc’h, c’houi pere a zo paour, rag rouantelez Doue a zo deoc’h.


An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun; afflictionou ho pezo er bed; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.


o krenvaad eneou an diskibien, hag en eur exhorti anezhe da genderc’hel er feiz, hag o tiskouez dezhe ez eo dre galz a drubuliou ez eo red deomp antren en rouantelez Doue.


Hag o punissa anezhe alies en holl sinagogou, e ren dezhe blasphemi; hag o veza kounnaret holl en ho enep, e persecuten anezhe beteg er c’heariou estranjour.


Bezit joaüs en esperans, leun a batianted en afflictionou, ha kendalc’hit er beden.


Te eta, pehini a zoug an hano a Judeo, hag a fiz var al lezen, hag en em c’hlorifi en Doue;


ha n’eo ket en kement‐se hep‐ken, mes en em c’hlorifia a reomp c’hoas en afflictionou, o c’houzout penaos an affliction a zigas ar batianted,


Piou a zispartio ac’hanomp euz a garantez ar C’hrist? Pe an affliction, pe an enkrez, pe ar bersecution, pe an naoun, pe an noazder, pe an danger, pe ar c’hleze?


N’eo ket m’hen defe ger Doue faziet; rag ar re holl a zo deuet euz a lignez Israel, n’int ket euz a Israel;


evel tud glac’haret, ha ni joaüs bepred; evel peorien, ha ni o pinvidikaad meur a hini; evel tud ha n’ho deuz netra, ha ni o kaout pep tra.


penaos, goude beza bet amprouet gant kalz a afflictionou, ez int bet karget a joa, ha penaos en ho faourentez vraz, ho deuz skulliet en abondans ar pinvidigeziou euz ho largentez.


Rag anaoud a rit ar garantez euz hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini, hag hen pinvidic, a zo en em c’hreat paour abalamour deoc’h, evit ma teujac’h da veza pinvidic dre he baourentez.


Ha, pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h penaos e rankjemp kaoud afflictionou, ha kement‐se a zo c’hoarvezet, her gouzoud a rit.


me pehini a oa diagent eur gwall‐gomzer, eur persecuter, eun den ter; mes kavet em euz trugarez, abalamour ma em euz great kement‐se dre ignorans, o veza ne greden ket.


ma raint vad, ma vezint pinvidic en oberou mad, prest da rei, da zioueret lod euz ho danvez;


Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus‐Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus‐Christ.


Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum.


Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho‐unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad.


Mes lavaret a ran deoc’h‐hu, ha d’ar re all en Thyatira, ha da gement hini ha na heuil ket an doctrin‐man, ha pere, emezhe, n’ho deuz ket anavezet an dounder euz a Satan: Ne daolin beac’h‐all e‐bed varnoc’h;


Setu e roin d’id darn euz a zinagog Satan, pere a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes pere a lavar gevier; setu e rin dezhe dond d’en em brosterni dirag da dreid, evit ma ouezint em euz karet ac’hanoud.


Ha me a lavaraz dezhan: Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in: Ar re‐ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos