Int a respontaz dezhan: Dre n’eo deuet den e‐bed da c’hopra ac’hanomp. Hag hen a lavaraz dezhe: It ive c’houi d’am gwinien, hag e recevot ar pez a vezo just.
Sant Ian 9:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Red eo d’in, e‐pad ma’z eo deiz, ober œuvrou an hini hen deuz va digasset; an noz a zeu, en pehini na hell den labourat. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E-pad ma’z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c’haset. An noz a zeu, ha den ne c’hell labourat enni. |
Int a respontaz dezhan: Dre n’eo deuet den e‐bed da c’hopra ac’hanomp. Hag hen a lavaraz dezhe: It ive c’houi d’am gwinien, hag e recevot ar pez a vezo just.
Ha Jesus a lavaraz dezhe: Meur a ober mad em euz great dirazoc’h a‐beurz va Zad; evit pehini anezhe e veinit‐hu ac’hanoun?
Jesus a lavaraz dezhe: Ar sclerijen a zo c’hoas ganeoc’h evit eun neubeud amzer; baleit e‐pad ma hoc’h euz ar sclerijen, gant aoun ne gouezfe an devalijen a‐daol var‐noc’h; rag an hini a vale en devalijen na oar ket pe leac’h ez a.
Me em euz da c’hlorifiet var an douar; peur‐c’hreat eo ganen an œuvr ez poa roet d’in da ober.
Jesus a lavaraz dezhe: Va boued‐me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur‐ober he oeuvr.
Jesus, o komz outhe, a lavaraz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar Mab na hell ober netra anezhan he‐unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive.
Mes me em euz eun testeni brassoc’h eged hini Ian; rag an oberou hen deuz roet va Zad d’in da ober, an oberou‐ze a ran, a rent testeni ac’hanoun, penaos ez oun bet digasset gant va Zad.
Setu perag Jesus a lavaraz dezhe: Evit eun neubeud amzer emoun c’hoas ganeoc’h; hag ez an goude da gavoud an hini hen deuz va digasset.
Rag‐se, e‐keit ha ma hon euz an occasion, greomp vad d’an holl, mes dreist‐holl d’ar re a zo euz a famill ar feiz.