Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 5:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Jesus, o komz outhe, a lavaraz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar Mab na hell ober netra anezhan he‐unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar Mab ne c’hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:19
43 Referencias Cruzadas  

Hag o veza eat eun neubeut pelloc’h, e kwezaz var he vizach, o pedi hag o lavaret: Va Zad, mar d’eo possubl ma’z ai ar c’halir‐ze pell diouzin . . . . Koulskoude, n’eo ket evel ma fell d’in, mes evel ma fell d’id.


Rag me a roio deoc’h eur genou hag eur furnez ha ne hallo ket hoc’h enebourien ho dislavaret na stourm outhe.


Den na lam anezhi diganen, mes me a ro anezhi ac’hanoun va‐unan; ar galloud em euz d’he c’huitaad, hag ar galloud d’he c’hemeret a‐nevez; an urz‐man em euz bet digant va Zad.


Rag n’e ket ac’hanoun va‐unan em euz komzet; mes an Tad, pehini hen deuz va digasset, hen deuz gourc’hemenet d’in petra a dleen da lavaret ha da gelen.


Ha me a oar penaos he c’hourc’hemen eo ar vuez eternel. Rag‐se eta an traou a lavaran, ho lavaret a ran evel ma hen deuz an Tad ho lavaret d’in.


Ha na gredez‐te ket penaos emoun en Tad, hag ema an Tad enoun? Ar c’homzou a lavaran deoc’h, na lavaran ket anezhe ac’hanoun va‐unan, mes an Tad pehini a choum enoun, a ra an oberou a ran.


Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: Diskarit an templ‐man, ha me hen savo a‐nevez en tri devez.


Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.


Rag, evel ma teu an Tad da resussita ar re varo ha da rei ar vuez dezhe, evel‐se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan.


Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va‐unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad.


Red eo d’in, e‐pad ma’z eo deiz, ober œuvrou an hini hen deuz va digasset; an noz a zeu, en pehini na hell den labourat.


Mes Doue hen deuz resussitet anezhan, o veza torret liammou ar maro, rag ne oa ket possubl d’ar maro he zerc’hel.


Sebeliet omp bet eta assambles ganthan en he varo, dre ar vadiziant, evit, evel ma’z eo savet ar C’hrist a‐douez ar re varo dre c’hloar an Tad, ma valeimp, ni ive, en eur vuez nevez.


Ha mar ema Spered an hini hen deuz savet Jesus a‐douez ar re varo o choum enoc’h, an hini hen deuz savet ar C’hrist a‐douez ar re varo a rento ive ar vuez d’ho corfou marvel, dre he Spered, pehini a choum enoc’h.


Hogen, mar prezeger ez eo resussitet ar C’hrist a‐douez ar re varo, penaos e teu hinienou en ho touez da lavaret n’euz ket a resurrection ar re varo?


o c’houzout penaos an hini hen deuz resussitet an Aotrou Jesus, a resussito ive ac’hanomp dre Jesus, hag hon lako da gomparissa assambles ganeoc’h.


Rag red eo deomp holl parissa dirag tribunal ar C’hrist, evit ma recevo pep hini hervez ar mad pe an droug hen devezo great, e‐pad ma oa er c’horf.


pa oamp maro en hor pec’hejou, hen deuz hon rentet d’ar vuez assambles er C’hrist, (dre c’hras eo ez oc’h salvet;)


ma roio deoc’h, hervez ar pinvidigezou euz he c’hloar, da veza krenveet meurbed dre he Spered,


pehini a chencho hor c’horf vil, evit ma teui da veza henvel ouz he gorf glorius, hervez ar galloud hen deuz da lakaad pep tra da blega dezhan.


Gallout a ran pep tra dre ar C’hrist, pehini a ro nerz d’in.


o veza krenveet en pep doare hervez he c’halloud glorius, evit kaout pep patianted, hag hir‐c’houzanvedigez gant joa;


Rag dreizhan eo bet crouet an holl draou pere a zo en envou ha var an douar, an traou visibl hag an traou invisibl, pe an troniou, pe an dominationou, pe ar princelezou, pe ar puissansou. An holl draou a zo bet crouet dreizhan hag evithan.


Rag mar credomp ez eo Jesus maro, hag ez eo resussitet, credomp ive penaos Doue a zigasso adare, dre Jesus, ar re a zo maro, evit beza assambles ganthan.


Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered;


Hag e lakain he bugale da vervel; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos