Ar bobl a oa azezet en devalijen, he deuz gwelet eur sclerijen vraz; hag en em zavet eo ar sclerijen var ar re a oa azezet en bro hag en skeud ar maro.
Jesus a gomzaz c’hoas d’ar bobl, hag a lavaraz: Me eo sclerijen ar bed; an hini a heul ac’hanoun, na valeo ket en devalijen, mes bez’ hen devezo sclerijen ar vuez.
Rag kement‐se a zo bet gourc’hemenet deomp gant an Aotrou, pa hen deuz lavaret: Da lakeat em euz da sclerijen d’ar Jentiled, evit ma vezi ho zilvidigez beteg ar pennou pella euz an douar.
evit digeri dezhe ho daou‐lagad, hag ober dezhe tremen euz an devalijen d’ar sclerijen, hag euz a c’halloud Satan da Zoue, evit ma recevint dre ar feiz enoun ar pardon euz ar pec’hejou, ha lod en heritach ar zent.
da lavaret eo, e tlie ar C’hrist souffr, hag, evel ma’z eo ar c’henta resussitet a‐douez ar re varo, e tlie annons ar sclerijen d’ar bobl‐man ha d’ar Jentiled.