Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 9:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Red eo d’in, e‐pad ma’z eo deiz, ober œuvrou an hini hen deuz va digasset; an noz a zeu, en pehini na hell den labourat.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 E-pad ma’z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c’haset. An noz a zeu, ha den ne c’hell labourat enni.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 9:4
18 Referencias Cruzadas  

Int a respontaz dezhan: Dre n’eo deuet den e‐bed da c’hopra ac’hanomp. Hag hen a lavaraz dezhe: It ive c’houi d’am gwinien, hag e recevot ar pez a vezo just.


Hag e lavaraz d’an den a oa dizec’het he zorn: Sav ha choum aze er c’hreiz.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Meur a ober mad em euz great dirazoc’h a‐beurz va Zad; evit pehini anezhe e veinit‐hu ac’hanoun?


Ma na ran ket oberou va Zad, na gredit ket ac’hanoun.


Jesus a lavaraz dezhe: Ar sclerijen a zo c’hoas ganeoc’h evit eun neubeud amzer; baleit e‐pad ma hoc’h euz ar sclerijen, gant aoun ne gouezfe an devalijen a‐daol var‐noc’h; rag an hini a vale en devalijen na oar ket pe leac’h ez a.


Me em euz da c’hlorifiet var an douar; peur‐c’hreat eo ganen an œuvr ez poa roet d’in da ober.


Jesus a lavaraz dezhe: Va boued‐me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur‐ober he oeuvr.


Jesus, o komz outhe, a lavaraz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar Mab na hell ober netra anezhan he‐unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive.


Mes me em euz eun testeni brassoc’h eged hini Ian; rag an oberou hen deuz roet va Zad d’in da ober, an oberou‐ze a ran, a rent testeni ac’hanoun, penaos ez oun bet digasset gant va Zad.


Setu perag Jesus a lavaraz dezhe: Evit eun neubeud amzer emoun c’hoas ganeoc’h; hag ez an goude da gavoud an hini hen deuz va digasset.


Rag evidomp‐ni, na hellomp ket miret da gomz euz an traou hon euz gwelet ha klevet.


Rag‐se, e‐keit ha ma hon euz an occasion, greomp vad d’an holl, mes dreist‐holl d’ar re a zo euz a famill ar feiz.


prenit an amzer; rag deveziou fall a ra.


En em gomportit gant furnez e kenver ar re a zo a‐ziaveaz, o prena an amzer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos