Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 4:34 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

34 Jesus a lavaraz dezhe: Va boued‐me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur‐ober he oeuvr.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 4:34
21 Referencias Cruzadas  

Hag o veza eat eun neubeut pelloc’h, e kwezaz var he vizach, o pedi hag o lavaret: Va Zad, mar d’eo possubl ma’z ai ar c’halir‐ze pell diouzin . . . . Koulskoude, n’eo ket evel ma fell d’in, mes evel ma fell d’id.


Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz dezhan: Na stourm ket ouzin evit breman; rag evel‐se eo e tere ouzomp accomplissa peb justis. Neuze ne stourmaz ken outhan.


Ha Jesus, o veza savet, a ieaz var he learc’h gant he ziskibien.


Evel‐se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro.


Rag Mab an den a zo deuet evit klask ha savetei ar pez a oa kollet.


Hag hen a lavaraz dezhe: Perag e klaskec’h‐hu ac’hanoun? Ha na ouiec’h‐hu ket penaos eo red d’in beza occupet gant afferou va Zad?


Me em euz da c’hlorifiet var an douar; peur‐c’hreat eo ganen an œuvr ez poa roet d’in da ober.


Goude‐ze, Jesus, o velet e oa peur‐c’hreat pep tra, evit ma vije accomplisset ar Scritur, a lavaraz: Sec’hed em euz.


Ha pa hen doe Jesus kemeret ar gwin‐egr, e lavaraz: Peur‐c’hreat eo pep tra. Hag o veza pleget he ben, e rentaz ar spered.


Mes hen a lavaraz dezhe: Bez’ em euz da zibri eur boued ha na anavezit ket.


Na hellan ober netra ac’hanoun va‐unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va‐unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset.


Mes me em euz eun testeni brassoc’h eged hini Ian; rag an oberou hen deuz roet va Zad d’in da ober, an oberou‐ze a ran, a rent testeni ac’hanoun, penaos ez oun bet digasset gant va Zad.


Rag bara Doue eo an hini a zo diskennet euz an env, hag a ro ar vuez d’ar bed.


Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset.


An hini hen deuz va digasset a zo ganen. Hag an Tad n’hen deuz ket va lezet va‐unan, rag ober a ran bepred ar pez a blij dezhan.


Diskouezet em euz deoc’h en pep tra, penaos evel‐se, en eur labourad, ez eo red sicour ar re febl, ha derc’hel sonj euz a gomzou an Aotrou Jesus, pehini hen deuz lavaret: Muioc’h a eürusted a zo o rei eged o receo.


o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos