Simon Per, o veza gwelet kement‐se, en em daolaz da dreid Jesus, hag a lavaraz: Aotrou, pella diouzin; rag me a zo eur pec’her.
Sant Ian 13:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dond a reaz eta da Simon Per, hag he‐man a lavaraz dezhan: Penaos, Aotrou, te a walc’hfe d’in‐me va zreid! Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Aotrou, ha te a walc’hfe va zreid din! |
Simon Per, o veza gwelet kement‐se, en em daolaz da dreid Jesus, hag a lavaraz: Aotrou, pella diouzin; rag me a zo eur pec’her.
Hennes eo an hini a zeu var va lerc’h hag a zo dreist‐oun‐me, ha n’ed oun ket dign da zilassa dezhan ar c’horreoueuz he voutou.
Goude‐ze e lekeaz dour en eur vasin, hag en em lekeaz da walc’hi treid he ziskibien, ha d’ho zec’ha gant al lienen a oa en dro dezhan.
Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan: Na ouzoud ket breman petra a ran; mes gouzoud a ri divezatoc’h.