Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 13:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Goude‐ze e lekeaz dour en eur vasin, hag en em lekeaz da walc’hi treid he ziskibien, ha d’ho zec’ha gant al lienen a oa en dro dezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Goude-se e lakaas dour en ur billig hag en em lakaas da walc’hiñ treid an diskibien ha d’o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 13:5
30 Referencias Cruzadas  

Hag oc’h en em zerc’hel adre ouz treid Jesus, o wela, e commansaz da c’hlebia he dreid gant he daelou, hag e sec’he anezhe goude gant he bleo, o pokad d’he dreid, hag oc’h eolia anezhe gant an eol a c’houez‐vad.


Neuze, o veza troet ouz ar vaouez, e lavaraz da Simon: Ha gwelet a rez‐te ar vaouezze? Deuet oun en da di, ha n’ec’h euz ket roet a zour d’in evit gwalc’hi va zreid; mes hou‐man he deuz gwalc’het va zreid gant he daelou, hag he deuz ho zec’het gant he bleo.


Jesus a lavaraz dezhan: An hini a zo bet en dour, n’hen deuz mui ezom e vez gwalc’het dezhan nemed he dreid; ha goude ez eo net holl. Hogen, c’houi a zo net, mes n’oc’h ket holl.


Dond a reaz eta da Simon Per, hag he‐man a lavaraz dezhan: Penaos, Aotrou, te a walc’hfe d’in‐me va zreid!


Per a lavaraz dezhan: Biken na walc’hi va zreid d’in. Jesus a respontaz dezhan: Ma na walc’han ket ac’hanoud, n’ez pezo ket a lod ganen.


Mes unan euz ar zoudarded a doullaz he gostez dezhan gant eul lanç, ha rag‐tal e teuaz anezhan goad ha dour.


Ha breman, perag e taleez‐te? Sav, receo ar vadiziant ha bez gwalc’het euz da bec’hejou, en eur c’hervel hano an Aotrou.


Hogen lod ac’hanoc’h a zo bet evel‐se; mes c’houi a zo bet gwalc’het, mes c’houi a zo bet santifiet, mes c’houi a zo bet justifiet en hano an Aotrou Jesus, ha dre Spered hon Doue.


evit he zantifia, o veza purifiet anezhi gant ar vadiziant a zour, dre he c’her;


ha nemed beza he defe an desteni euz he œuvrou mad, an desteni da veza savet he bugale, da veza digemeret an estranjourien, gwalc’het ho zreid d’ar Zent, sicouret an dud afflijet, ha da veza lakeat he foan en peb seurt œuvrou mad.


tostaomp gant eur galon gwirion, o kaoud eun assurans leun a feiz, hor c’halonou purifiet euz a louzdoni eur goustians fall, hag hor c’horfou gwalc’het gant dour pur.


Mes mar baleomp er sclerijen, evel ma ema he‐unan er sclerijen, hon euz communion an eil gant egile, ha goad Jesus‐Christ he Vab a neta ac’hanomp a bep pec’hed.


Ar Jesus‐se, ar C’hrist, eo a zo deuet gant an dour hag ar goad; n’e ket gant ar dour hep‐ken, mes gant an dour hag ar goad; hag ar Spered eo a ro testeni euz a gement‐se, rag ar Spered eo ar wirionez.


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Ha me a lavaraz dezhan: Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in: Ar re‐ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos