Rag hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet: Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent en da raog.
Sant Ian 1:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bez’ e oe eun den, hanvet Ian, hag a oe digasset a‐berz Doue. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e voe un den kaset a-berzh Doue, Yann a oa e anv. |
Rag hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet: Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent en da raog.
Euz a beleac’h e teue badiziant Ian? euz an env, pe euz an dud? Hogen, int a rezone enhe ho‐unan, hag a lavare: Mar leveromp: Euz an env, e lavaro deomp: Perag eta n’hoc’h euz‐hu ket credet enhan?
Mes an eal a lavaraz dezhan: N’az pe ket a aoun, Zakarias; rag da beden a zo bet selaouet, hag Elizabet, da vreg, a c’hano d’id eur mab, hag e c’halvi he hano Ian.
Ha te, bugel bihan, e vezi galvet profet an Holl‐C’halloudec; rag kerzet a ri dirag faç an Aotrou, evit prepari he hentchou,
Evidoun‐me, n’hen anavezen ket; mes an hini hen deuz va digasset da vadezi en dour, hen deuz lavaret d’in: An hini var behini e veli ar Spered o tisken, hag o choum, hennes eo an hini a vadez er Spered‐Santel.
C’houi hoc’h‐unan a zo testou d’in penaos em euz lavaret: N’e ket me eo ar C’hrist, mes digasset oun bet en he raog.
Araog he zonedigez, Ian hen doa prezeget badiziant ar gonversion d’an holl bobl a Israel.