Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Dond a reaz evit beza test, evit renta testeni d’ar sclerijen, evit ma credje an holl dre enhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d’ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:7
16 Referencias Cruzadas  

Mes d’ar re holl ho deuz hen digemeret, hen deuz roet ar galloud da veza bugale da Zoue, da lavaret eo, d’ar re a gred en he hano,


Ian a desteniaz divar he ben, pa zavaz he vouez en eur lavaret: Setu aman an hini divarben pehini e lavaren ar c’homzou‐man: An hini a zeu var va lerc’h a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa.


He‐man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan: Piou oud‐te?


hag o velet Jesus o vale, e lavaraz: Setu aze Oan Doue.


Ar gwir sclerijen, hag a sclera pep den, a oa o tond er bed.


Neuze Paol a lavaraz: Ian evit‐gwir hen deuz badezet euz ar vadiziant a gonversion, en eur lavaret d’ar bobl credi en Hini a zeue var he lerc’h, da lavaret eo, er C’hrist Jesus.


Rag c’houi holl a zo bugale da Zoue dre ar feiz en Jesus‐Christ.


ha da lakaad sclear dirag daou‐lagad an holl, petra eo ar garg euz ar myster a oa kuzet a bep amzer en Doue, pehini hen deuz crouet pep tra dre Jesus‐Christ,


pehini a fell dezhan e vez salvet an holl dud, ha ma teufent da anaoud ar wirionez;


Rag gras Doue, evit silvidigez an holl dud, a zo bet diskouezet;


An Aotrou na laka ket he bromessa da zale, evel ma’z euz lod hag a gred e tale; mes kemer a ra patianted en hor c’henver‐ni, o veza na fell ket dezhan ez afe den da goll, mes e teufe an holl d’ar gonversion.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos