Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:33 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

33 Evidoun‐me, n’hen anavezen ket; mes an hini hen deuz va digasset da vadezi en dour, hen deuz lavaret d’in: An hini var behini e veli ar Spered o tisken, hag o choum, hennes eo an hini a vadez er Spered‐Santel.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Me n’anavezen ket anezhañ, met an hini en deus va c’haset da vadeziñ en dour en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:33
16 Referencias Cruzadas  

Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl: Evidounme a vadez ac’hanoc’h en dour; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou; hennes ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Evidoun‐me n’hen anavezen ket; mes deuet oun da vadezi en dour, evit ma vezo diskouezet da Israel.


Mes ar C’honsolator, ar Spered‐Santel, a vezo digasset gant an Tad em hano, hennes a zesko deoc’h pep tra, hag a rai deoc’h kaoud memor euz an holl draou em euz lavaret deoc’h.


Rag an hini a zo bet digasset gant Doue, a lavar komzou Doue, rag Doue na ro ket dezhan ar Spered dre vuzur.


Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue.


(Hogen, lavaret a reaz kement‐se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered‐Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)


Rag Ian evit‐gwir hen deuz badezet en dour, mes a‐ben eun neubeud deiziou, c’houi a vezo badezet er Spered‐Santel.


Hag e oent holl leuniet euz ar Spered‐Santel, hag e commansjont da gomz langachou estranjour, hervez ma lake ar Spered anezhe da gomz.


Rag badezet omp bet holl ebarz er memeus Spered, evit beza eur c’horf hep‐ken, ken Judevien, ken Greked, esclavourien ha tud libr; ha leuniet omp bet holl euz ar memeus Spered.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos