Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.
Pa oa c’hoas o komz, eur goabren lugernuz a c’holoaz anezhe; hag eur vouez, o tond er meaz euz ar goabren a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, e pehini eman va holl joa; selaouit anezhan.
Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg‐braz, o komz, a lavaraz dezhan: Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beo, da lavaret deomp ha te eo ar C’hrist, Mab Doue?
Neuze ar c’hantener hag ar re a oa ganthan o tiwall Jesus, pa veljont an douar o krena ha kement a oa c’hoarvezet, a oe spountet braz, hag a lavaraz: E gwirionez, he‐man a oa Mab Doue.
Mar d’oud Mab Doue, en em daol d’an traon; rag scrivet eo: Gourc’hemen a rai d’he elez divar da ben, hag e tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfez da droad ouz eur mean‐benag.
Hag an eal a respontaz dezhi: Ar Spered‐Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl‐C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud; dre‐ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue.
hag ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: Te eo va Mab muia‐karet, en pehini ema va holl flijadur.
hag, hervez ar spered a zantelez, discleriet da veza Mab Doue en eun doare galloudus meurbed, dre he resurrection a‐douez ar re varo, da lavaret eo, Jesus‐Christ hon Aotrou,
Rag Mab Doue, Jesus‐Christ, pehini a zo bet prezeget deoc’h ganeomp‐ni, da lavaret eo, ganen‐me, gant Silvanus, ha gant Timoteus, n’eo ket bet ia ha nann; mes pep tra a zo ia enhan.
Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.
Piou‐benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab.
Scriv ive d’an eal euz a Iliz thyatira: Setu aman petra a lavar Mab Doue, pehini hen deuz daou‐lagad evel eur flam‐tan, hag he dreid henvel ouz coevr euz ar c’haera.