Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:32 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

32 Ian a roaz c’hoas an desteni‐man, en eur lavaret: Gwelet em euz ar Spered o tisken euz an env evel eur goulm, hag o choum varnezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Yann a roas an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm hag o chom warnañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:32
7 Referencias Cruzadas  

Ha goude ma oa bet badezet Jesus, e savaz rag‐tal euz an dour, ha setu an envou en em zigoraz dezhan, hag e velaz Spered Doue o tisken evel eur goulm hag o tond varnezhan.


Ha rag‐tal, evel ma save euz an dour, e velaz an envou o tigeri hag ar Spered‐Santel o tisken varnezhan evel eur goulm.


hag ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: Te eo va Mab muia‐karet, en pehini ema va holl flijadur.


Evidoun‐me n’hen anavezen ket; mes deuet oun da vadezi en dour, evit ma vezo diskouezet da Israel.


Dond a reaz evit beza test, evit renta testeni d’ar sclerijen, evit ma credje an holl dre enhan.


Beza ez euz unan all hag a rent testeni d’in, ha gouzoud a ran ez eo dign da veza credet an desteni a ro d’in.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos