Sant Ian 1:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Deuet eo e‐touez he dud he‐unan; hag he dud he‐unan n’ho deuz ket digemeret anezhan. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Deuet eo da gavout e re, hag e re n’o eus ket e zegemeret. |
Mes tud he vro ho doa kassoni outhan; hag e kasjont kannaded var he lerc’h, da lavaret: Na fell ket deomp e teufe he‐man da ren varnomp.
Mes d’ar re holl ho deuz hen digemeret, hen deuz roet ar galloud da veza bugale da Zoue, da lavaret eo, d’ar re a gred en he hano,
Neuze e lavaraz d’an diskibl: Setu aze da vam. Hag adaleg an heur‐ze, an diskibl‐ze he c’hemeraz en he di.
Tud breudeur, bugale euz a lignez Abraham, ha c’houi pere hoc’h euz doujans Doue, deoc’h‐hu eo prezeget ar ger‐man a zilvidigez.
Neuze Paol ha Barnabas a lavaraz dezhe gant hardiegez: Deoc’h‐hu e oa red rei da anaoud da genta ger Doue; mes pa’z eo gwir e troit kein outhan, hag en em varnit hoc’h‐unan da veza indign euz ar vuez eternel, setu e troomp our ar Jentiled.
Ha goude beza briatet an eil egile, e pignjomp var al lestr; hag int a zistroaz d’ar gear.
Lavaret a ran eta penaos Jesus‐Christ a zo bet ministr ar circoncision, evit diskouez ar fidelite a Zoue, en eur accomplissa ar promessaou great d’an tadou;
Me a lavar ar wirionez er C’hrist, na lavaran gaou e‐bed; ha va c’houstians a ro testeni d’in dre ar Spered‐Santel,
pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen!
Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen,