Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Er bed e oa, hag ar bed a zo bet great ganthan; mes ar bed n’hen deuz ket he anavezet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Er bed e oa hag ar bed a zo bet graet gantañ, met ar bed n’en deus ket e anavezet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:10
23 Referencias Cruzadas  

Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.


Deuet eo e‐touez he dud he‐unan; hag he dud he‐unan n’ho deuz ket digemeret anezhan.


Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.


Pep tra a zo bet great ganthan, ha netra a gement a zo bet great, n’ed eo bet great hep‐han.


Hag ar sclerijen he deuz lugernet e‐kreiz an devalijen, hag an devalijen n’he deuz ket he digemeret.


Tad just, ar bed n’hen deuz ket anavezet ac’hanoud; mes me, em euz da anavezet, hag ar re‐man ho deuz anavezet eo te ec’h euz va digasset.


Mes Jesus a lavaraz dezhe: Va Zad a labour bete vreman, ha me a ra ive.


petra‐benag n’hen deuz ket paouezet da rei testeniou anezhan he‐unan, oc’h ober vad, hag en eur rei deomp ar glao euz an env, sezoniou frouezus, hag o karga hor c’halonou a vadou hag a levenez.


Rag, o veza n’hen deuz ket gallet ar bed, dre he furnez, anaoud Doue, e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue savetei, dre ar follentez euz ar bredication ar re a gred.


ha n’eo bet anavezet gant hini euz a renerien ar bed‐man; rag ma ho divije he anavezet, n’ho divije ket crucifiet Aotrou ar gloar.


koulskoude ni n’hon euz nemed eun Doue hep‐ken, an Tad, euz a behini e teu an holl draou, hag ez omp bet crouet evithan; hag eun Aotrou kep‐ken, Jesus‐Christ, dre behini ema an holl draou, ha ni a zo dreizhan.


Rag dreizhan eo bet crouet an holl draou pere a zo en envou ha var an douar, an traou visibl hag an traou invisibl, pe an troniou, pe an dominationou, pe ar princelezou, pe ar puissansou. An holl draou a zo bet crouet dreizhan hag evithan.


Dre ar feiz eo ec’h ouzomp ez eo bet great ar bed gant ger Doue; en hevelep doare ma n’eo ket bet great an traou a veler, gant traou hag a heller da velet.


Gwelit pebez karantez hen deuz diskonezet an Tad en hor c’henver‐ni, pa’z omp galvet bugale Doue! Ar bed na anavez ket ac’hanomp, abalamour n’hen deuz ket anavezet anezhan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos