Mar d’eo eta da gorf holl sclerijennet, ha mar n’euz loden e‐bed anezhan en devalijen, neuze e vezo sclerijennet holl, evel pa deu eur c’houlaouen da sclerijenna ac’hanoud gant he sclerijen.
Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Moises n’hen deuz ket roet deoc’h bara an env; mes va Zad a ro deoc’h ar gwir vara euz an env.
Koulskoude, e scrivan deoc’h eur gourc’hemen nevez, ar pez a zo gwir enhan hag enoc’h, rag an devalijen a dremen, hag ar gwir sclerijen a zo dija o lugerni.
Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.