Ha goude ma oa bet badezet Jesus, e savaz rag‐tal euz an dour, ha setu an envou en em zigoraz dezhan, hag e velaz Spered Doue o tisken evel eur goulm hag o tond varnezhan.
Apocalyps 4:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude kement‐se a selliz, hag e veliz eun nor digor en env; hag ar vouez kenta em boa klevet, henvel ouz hini eun drompil hag a gomze ouzin, a lavaraz: Sav aman, hag e tiskouezin d’id an traou a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c’hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c’hoarvezout goude ar re-mañ. |
Ha goude ma oa bet badezet Jesus, e savaz rag‐tal euz an dour, ha setu an envou en em zigoraz dezhan, hag e velaz Spered Doue o tisken evel eur goulm hag o tond varnezhan.
Ha rag‐tal, evel ma save euz an dour, e velaz an envou o tigeri hag ar Spered‐Santel o tisken varnezhan evel eur goulm.
Hogen, evel ma tostae ar bobl holl evit beza badezet, Jesus a oe badezet ive; hag e‐pad ma oa o pedi, an env a zigoraz,
Mes pa vezo deuet hennes, ar Spered a wirionez, e cunduo ac’hanoc’h en holl wirionez, rag n’eo ket anezhan he‐unan e komzo, mes lavaret a rai kement hen devezo klevet, hag e tisclerio deoc’h an traou da zond.
Gwelet a reaz an env digor, hag eun dra henvel ouz eun doubier vraz dalc’het dre he fevar c’horn, hag a ziskenne etrezeg an douar;
Ravisset e oenn a spered da zeiz an Aotrou, hag e kleviz adre d’in eur vouez vraz, evel hini eun drompil,
Neuze e tistroiz evit gwelet a be leac’h e teue ar vouez a gomze ouzin; hag o veza distroet, e veliz seiz cantoleur aour;
Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.
hag e klevjont eur vouez vraz euz an env, hag a lavare dezhe: Savit aman; hag e savjont en env en eur goabren, hag ho inimied a velaz anezhe.
Ha templ Doue a zigoraz en env, hag e oe gwelet en he dempl an arc’h euz he allians; hag e teuaz luc’hed, moueziou, ha curun, hag eur c’hrennamant douar, ha kazerc’h braz.
Ar seizved eal a skulliaz he scudel en ear; hag e teuaz eur vouez vraz euz a dempl an env, euz an tron, hag a lavare: Erruet eo an taol.
Neuze e veliz an env digor, ha setu eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein, a oa galvet an hini fidel ha gwirion, pehini a varn hag a gombat gant justis.
Goude‐ze e lavaraz d’in: Ar c’homzou‐man a zo sur ha gwirion, hag an Aotrou, Doue ar brofeted santel, hen deuz digasset he eal, evit discleria d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezoud hep‐dale.