Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 4:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Ha kerkent e oenn ravisset en spered; hag e veliz eun tron savet en env, hag unan azezet var an tron‐ze.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ha kerkent e voen estlammet er spered. Ha setu, un tron a oa savet en neñv hag unan bennak azezet war an tron.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 4:2
28 Referencias Cruzadas  

Hag hen a lavaraz dezhe: Penaos eta e c’halv David anezhan, dre ar Spered, he Aotrou, en eur lavaret: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou:


Hogen, ar pen‐kenta euz ar pez hon euz lavaret, eo ma hon euz eun hevelep Beleg‐braz, pehini a zo azezet a‐zeo d’an tron euz ar Vajeste en envou,


Ravisset e oenn a spered da zeiz an Aotrou, hag e kleviz adre d’in eur vouez vraz, evel hini eun drompil,


Hogen genel a reaz eur mab, pehini a dlie gouarn an holl boblou gant eur wialen houarn, hag he bugel a oe savet d’an neac’h etrezeg Doue hag etrezeg he dron;


Hag e kassaz ac’hanoun dre ar spered ebarz an dezert; hag e veliz eur vaouez azezet var eul loen liou an tan, leun a hanoiou a vlasphem, hag he doa seiz pen ha deg corn.


Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, hag ar pevar aneval en em brosternaz, hag a adoraz Doue a oa azezet var an tron, en eur lavaret: Amen, Alleluia!


Neuze e veliz eun tron braz ha gwenn, hag an hini a oa azezet varnezhan. An douar hag an env a dec’haz a‐zirag he faç, he ne oe mui kavet ho flas.


Hag e tougaz ac’hanoun en spered var eur menez braz hag huel, hag e tiskouezaz d’in ar gear vraz, ar Jerusalem zantel, o tisken euz an env a‐berz Doue, ha gloar Doue ganthi.


Hag an hini a oa azezet var an tron a lavaraz: Setu, ober a ran nevez an holl draou. Neuze e lavaraz d’in: Scriv; rag ar c’homzou‐man a zo gwirion ha sur.


An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz‐me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron.


ar pevar‐var‐n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa varan tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret:


Hag euzan tron e teue luc’hed, ha kurunou ha moueziou; ha dirag an tron e teve seiz lamp ardant, pere a zo ar seiz spered a Zoue.


Hag e‐pad ma oa an anevaledse o rei gloar hag henor hag actionou a c’hras d’an hini a oa azezet var an tron, d’an hini a zo beo da virviken,


Neuze e veliz en dorn deo an hini a oa azezet var an tron, eul levr scrivet en diabarz hag en diaveaz, siellet gant seiz siel.


Klevet a riz ive an holl grouadurien a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, hag ar re a zo er mor, hag an holl draou a zo enhe, o lavaret: D’an hini a zo azezet var an tron, ha d’an Oan, ar veuleudi, hag an henor, hag ar gloar, hag ar galloud da virviken.


hag e lavarent d’ar meneziou ha d’ar reier: Kwezit varnomp, ha kuzit ac’hanomp euz a brezans an hini a zo var an tron, hag euz a goler an Oan;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos